Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
| align="center" colspan="2" | '''[[Gouarnamant]]'''
[[Republik]] kevreadel

| • ''Prezidant :'' [[BarackDonald ObamaJ. Trump]] ([[Strollad DemokratelRepublikan (Stadoù-Unanet)|DStrollad Republikan]]|R)

• ''Besprezidant :'' JoeMike Biden (D)Pence

• ''Penn ar Parlamant :'' JohnPaul Boehner ([[Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)|R]])Ryan

• ''Maodiern ar Justis :'' John Roberts
|-bgcolor=#efefef
'''3.''' Goude [[Rusia]] ha [[Kanada]]. Gorread jedet diwar ar 50 Stad + [[Washington D.C.|District of Columbia]], hep an tiriegezhioù diavaez.

Ur vro etre ar [[Meurvor Atlantel]] hag ar [[Meurvor Habask]] en [[Amerika an Norzh]] eo '''Stadoù-Unanet Amerika''' ([[saozneg]]: ''United States of America'') ([[teskanv]]: '''SUA''', [[saozneg]]: ''USA''), stumm berr: '''(ar) Stadoù-Unanet''' (''(the) United States''). Aliezik e vez graet ''[[Amerika]]'' pe ''Bro-Amerika'' ivez dre verrdro, ha gant an teskanv amerikanek USA. Abaoe deroù an {{XXvet kantved}} eo ar Stadoù-Unanet ar [[riez]] c'halloudusañ er bed.

Un ezel diazezer eus [[Aozadur ar Broadoù Unanet]] (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e [[New York City|New York]]. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo.
Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an [[Unaniezh Soviedel]] da sinañ e 1945 [[Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel|Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel]].
== Douaroniezh ==
Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h [[Rusia]] ha [[Kanada]] hag a-raok [[Republik Poblek Sina]]. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad [[Alaska]] pe hini [[Texas]]. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez [[Alaska]] ha [[Hawaii]], a vez anvet « ''Mainland'' » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) <ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr [[Missouri (stêr)|Missouri]] hag ar stêr [[Mississippi (stêr)|Mississippi]] a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar ''mainland''. Ken hir int o-div hag ar stêr [[Amazon]] a zo o redek e [[Suamerika]].

=== Harzoù gant broioù all ===
12 034 km harzoù
* 8 893 km gant [[Kanada]] (en o mesk 2 477 km gant [[Alaska]])
* 3 141 km gant [[Mec’hiko]]

=== Douaroniezh fizik ===
[[Restr:Mesquite Sand Dunes in Death Valley.jpg|thumb|[[Traoñienn ar Marv]], al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet]]

* Un nebeud lec'hioù dibar:
** '''Ar beg uhelañ''' : [[Menez Denali|Denali]] en Alaska (6 168 metr)
** '''Aod''': 19 924 km
** '''An uhelderioù pellañ''': - 86 m > + 6 194 m

==== Torosennadur ====

[[Restr: Snakeriver.jpg|thumb|right|[[Snake River]] ha [[Grand Teton]], [[Wyoming]]]]
Liesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet:
Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù [[Mississippi (stêr)|Mississippi]] ha [[Missouri (stêr)|Missouri]] o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez.
Er reter ez eus menezioù kozh, an [[Appalachoù]] (''Appalaches'') o anv, dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel.

==== Menezioù-tan ====

[[Restr:MtHood TrilliumLake.jpg|thumb|Menez Hood, Oregon]]

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :
* [[Menez Rainier]] (4 392 m), Washington
* [[Menez Redoubt]] (3 108 m), Alaska
* [[Menez Saint Helens]] (2 549 m), Washington

==== Hinoù ====
An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ ([[hinad pennahelel]] en Alaska) d'an tommañ ([[Traoñienn ar Marv]]), eus ar glepañ (Gwalarn, ([[Washington (Stad)|Stad Washington]]) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

==== Stêrioù ====

[[Restr:Grand_Canyon_from_Moran_Point.jpeg|thumb|right| [[Grand Canyon]]]]

* Missouri-Mississippi : 6 270 km
* [[Missouri (stêr)|Missouri]] : 4 370 km
* [[Snake River]] : 1 670 km
* [[Tennessee (stêr)|Tennessee]] : 1 049 km

==== Lennoù ====
[[Restr:Great Lakes from space.jpg|thumb|right|Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras]]

Gorread hollek al [[Lennoù Meur Amerika|Lennoù Bras]] zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.
* Roll al Lennoù meur, eus an hini vrasañ d'an hini vihanañ :
** [[Lenn Erie]]
** [[Lenn Ontario]]

[[Restr:Lake Powell Above Wahweap Marina.jpg|thumb|Lenn Powell, Utah]]

* Al lennoù pennañ all zo :
** [[Lenn Pontchartrain]]
** [[Utah Lake|Lenn Utah]]
** [[Lenn Tahoe]]

=== Douaroniezh denel ===
[[Restr:Intrastate Interstate Highways.svg|thumb|Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet]]

=== Dasparzh an annezidi ===

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

==== Kêrioù ha niver an dud enno ====

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. [[megalopolenn]] [[BosWash]] zo e biz ar vro.
* Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno <ref>source : [http://www.populationdata.net/palmaresvilles.php populationdata.net]</ref> :

== Istor berr SUA ==

An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat.
Er {{XVIvet}} kantved hag er {{XVIIvet}} kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

== Politikerezh ==

[[Restr:White house south.jpg|thumb|right|An [[Ti Gwenn]], [[Washington DC]]]]

Ar vro zo anezhi hanter-kant [[Stad]] kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo.
Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile.
Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe [[1951]] n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar [[Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)|Strollad Republikan]] hag ar [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Strollad Demokratel]].
[[Restr:Map of USA with state names.svg|lang=br|thumb|right|Kartenn Stadoù ar Stadoù-Unanet]]
Dilennet e oa bet [[George Walker Bush|George W. Bush]] da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du [[2000]] (d'an [[20 Genver|20 a viz Genver]] [[2001]] e krogas e respet). E [[2004]] e oa bet dilennet en-dro. AbaoeE [[2009]] eoe voe [[Barack Obama|Barack H. Obama]], eus ar strollad demokratel, ardilennet da Prezidantprezidant. Dilennet eo bet [[Donald Trump]] (Strollad Republikan) da brezidant d'an [[8 a viz Du]] [[2016]].

Al [[Lez-veur_SUA|lez-veur]] eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.
=== Skiantourien ===
Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg ha Jedoniourien, dre goulzad.

=== Harozed an armeoù amerikan ===
* [[George Washington]] : brezel dizalc’hiezh
* [[Colin Powell]] : Brezel Koweit (Brezel kentañ ar Pleg-mor)
* [[Tommy Franks]] : Brezel Irak (Eil Brezel ar Pleg-mor)

=== Livourien ===
Lenn pennadoù Rummad: Livourien amerikan.
* [[Andy Warhol]] 1928-1987
* [[Jean-Michel Basquiat]] 1960-1988

=== Luc’hskeudennerien ===
Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.
* [[Richard Avedon]] 1923-2004
* [[Irving Penn]] 1917

=== Istorourien ===
* [[Robert Caro]]
* [[Robert Utley]]
* [[Howard Zinn]]

=== Politikourien ===
''Lenn ivez ar pennad [[Prezidant Stadoù-Unanet Amerika|Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika]]''
* [[Franklin D. Roosevelt]]
* [[Barack Obama]]

=== Sonerien ===

Gwelet [[Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika]]

=== Filmaozerien ===
Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù.

=== Lennegezh ===
Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg

=== [[Priz Nobel ar Peoc'h]] ===
[[Restr:Martin Luther King - March on Washington.jpg|thumb|250px| King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.'']]
* 2007 : [[Al Gore]]
* 2009 : [[Barack Obama]]

=== '''Gizourien''' ===
* [[Calvin Klein]]

== Tud all ==

* [[Benjamin Franklin]], kefredour ha politikour e-pad ar brezel dizalc'hiezh
* [[Thomas Edison|Thomas Alva Edison]], krouer ha den afer
* Hentoù : 41 009 km (en 2004) [2]
* Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2]

== Notennoù ==
{{reflist}}

== Liammoù diavaez ==
Lec’hiennoù ofisiel:
* {{en}} [http://www.firstgov.gov Porched ofisiel Stadoù-Unanet Amerika]
* {{fr}} [http://usinfo.state.gov/fr/ Programmoù keleier etrebroadel skignet gant Servij kelaouiñ departamant-Stad ar Stadoù-Unanet]== Notennoù ==
{{Daveoù}}

Implijer dizanv