Diforc'hioù etre adstummoù "Leonidas Polk"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Leonidas Polk''' ganet d'an [[10 a viz Ebrel]] [[1806]] hag aet da Anaon d'ar [[14 a viz Even]] [[1864]] a oa brudet evit bezañ ur jeneral da [[lu Stadoù Kengevreet Amerika]] war tachenn kornôg [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika]]. Bez e oa bet plantour e [[Maury County]], [[Tennessee]]. Eil kenderv ar prezidant [[James K. Polk]] e oa ivez. Brudet e voe ivez evel tudenn dre bezañ eskob [[Louisiana]] ar pezh a voe awen d'e lesanv '''Sewanee's Fighting Bishop'''.
 
Alies e vez graet eus outañ "Leonidas K. Polk." N'en doa ket a eil anv, ha biken ne voe sinet gantañ paperenn ebet gant an anv-se. ArtAr "K" ouzhpennet a oa deuet adal ur pennad en ur gazetenn eus New Orleans pa voe marvet: "Polk, Leon. (k)" evit [[killed in action]] (marvet ouzh ar stourm).
 
Polk a oa unan eus ar re brudetañ ha burutelletañ jeneraled ar Su e-pad ar brezel. [[Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika]] [[Jefferson Davis]] en devoa fiziet ennañ ur rol uhel el lu, padal e oa hep skiant-prenet ebet eus domani ar brezel, dre ma anaveze mat traoñnienn ar [[Mississippi]]. Ar gwirionez a oa e oant kamaladed o taou ha dre e rol en iliz e oa doujet gant Jefferson Davis.
21 342

modifications