Marsel Klerg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Oberennoù: klokaet roll e oabeennoù
→‎Buhez: ouzhpennet emañ e penn kentañ kuzul ar brezhoneg
Linenn 26:
Ganet e oa bet e [[Plezeved]] (''Plouvael'' gantañ) d'an [[12 a viz Du]] [[1912]]. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, [[Sant-Brieg]], a-raok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e [[1936]]. Desket en deus komz brezhoneg gant ar person [[Pêr-Mari Lec'hvien]], pa oa kure e [[Kemper-Gwezhenneg]], ha gant tud [[Ploubêr]], e-lec'h ma oa kure e [[1942]]. Goude marv kriz e berson kozh, drouklazhet gant ar Rezistanted e [[1944]], e stagas Klerg da stourm evit difenn ar brezhoneg. Bet eo kadoriad kentañ [[Kuzul ar Brezhoneg]] ([[1959]]-[[1964]]).
 
Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek [[Barr-Heol|Barr-Heol war Feiz ha Breizh]] a oa embannet neuze e [[Ploubêr]], e-kichen [[Lannuon]]. E [[Bulien]] ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre [[1953]] ha [[1978]], dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se [[Bleuñ-Brug]] [[Aodoù-an-Arvor|Aodoù-an-Hanternoz]]. Daoust d'he anv ne oa ket ur gelaouenn relijiel da vat, met ur seurt magazin gant ur spered breton ha katolik kentoc'h, bet kemeret banniel 'Feiz ha Breizh' ganti da heul e zisparti diouzh ar Bleun-Brug. E-pad pell eo bet an aotrou [[Armañs ar C'halvez]] skoazeller brasañ Marsel Klerg evit embann Barr-Heol.
 
Prezidant kentañ [[Kuzul ar Brezhoneg]] eo bet, da enebiñ ouzh savedigezh an doare-skrivañ anvet "skolveurieg" pe "Falc'huneg" e 1953.
 
Bet eo Klerg ivez an hini en deus lakaet da [[Añjela Duval]] da skrivañ. Bez' en doa kalz a zoujañs eviti.