Etymologiae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Stumm an titl|''Etymologiae''}} Restr:Isidoro di siviglia, etimologie, fine VIII secolo MSII 4856 Bruxelles, Bibliotheque Royale Albert I, 20x31,50, pagina in scrittura..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''''Etymologiae''''', anavezet ivez gant an anv '''''Origines''''', krennet e '''''Orig.''''', zo un [[holloueziadur]] savet gant [[Izidor Sevilla]] (war-dro 560–636) e dibenn e vuhez. Broudet e voe Izidor da skrivañ al levr-se gant e vignon [[Braulio Zaragoza|Braulio, eskob Zaragoza]]. En ''Etymologiae'' e oa dastumet ha renket ar ouiziegezh tennet eus ur bern skridoù klasel.
 
Ugent levr a oa oc’h ober an holloueziadur-se : tri anezho zo awenet, dre vras, gant ''[[Naturalis istoriae]]'' (pe ''Istor naturel'') [[Plinius an Henañ]], ha disklêriañ a ra Izidor eo tennet e zanvez eus levr Plinius. Ne ra ket anv avat eus aozerien latin all hag en deus implijet evit sevel e labour, evel [[Cassiodorus]], [[Maurus Servius Honoratus|Servius]] ha [[Gaius Julius Solinus|Solinus]]. Un eskob e oa Izidor hag anvet e voe da sant diwezhatoc’h. En e holloueziadur en deus lakaet kement tra a gave talvoudus gouzout. Plediñ a ra an oberenn gant danvez a bep seurt eta : ar yezhadur hag ar retorik, an douar, ar stered hag an hollved, ar metaloù, ar savadurioù, ar brezel, ar bagoù, al loened, an dud, ar vedisinerezhmedisinerezh, al lezennoù, an Iliz katolik hag ar relijionoù all, ar sent, ar yezhoù, al [[labour-douar]], ar [[boued]]…
 
Bez’ e oa an ''Etymologiae'' unan eus al levrioù a voe implijet ar muiañ er [[Krennamzer|Grennamzer]]. Alies e veze lennet e-lec’h an testennoù klasel a oa berraet ennañ. Abalamour da se e voe paouezet da lenn ha da adskrivañ an testennoù-se, ha lod a voe kollet. Meneg zo anezhañ gant [[Dante Alighieri]], gant [[Geoffrey Chaucer]], gant ar varzhed [[Giovanni Boccaccio]], [[Francesco Petrarca]] pe [[John Gower]]. E-touez ar mil bennak a skouerennoù [[dornskrid|dornskrivet]] eus an ''Etymologiae'' a zo deuet betek ennomp emañ ar c’h-''[[Codex Gigas]]'' eus an {{XIIIvet kantved}} ; an dornskrid koshañ eo ar c’h-''Codex Sangallensis'', eus an {{IXvet kantved}}, ennañ al levrennoù XI betek XX. Dek gwech e voe moullet an ''Etymologiae'', d’an nebeutañ, etre 1472 ha 1530. Goude-se e voe roet nebeutoc’h a bouez dezhañ, da vare an [[Azginivelezh]].