William Tecumseh Sherman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''William Tecumseh Sherman''' ganet d'an [[8 a viz C'hwevrer]] [[1820]] hag aet da Anaon d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] [[1891]] a oa un ofisour, den an aferioù, kelenner ha skrivagner [[stadunanat]]. Servijet en doa evel jeneral en [[Union Army]] e-pad [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika]] (1861–65). Anzavet e oa bet d'ar mare-se e oa mailh war ar strategiezhoù milourel kement evit e spered didruez a-enep ar Su. Evit trec'hiñ ne oa ket direnket Sherman gant distrujañ douaroù ha frammadurioù [[Stadoù Kengevreet Amerika]]. Burutellet e oa bet evit implij strategiezh an "douar devet".
 
Hervez an istorour milourel saoz [[B. H. Liddell Hart]], William Tecumseh Sherman a oa ar "the first modern general" (ar c'hentañ jeneral arnevez). Brudet e oa evit bezañ plijet bras gant an alkol, n'eo ket sklaer daoust ha mezvier e oa.
 
Brudet eo bet ar frazenn-se gant Sherman: ''There is many a boy here today who looks on war as all glory, but, boys, it is all hell.'' Soñjet e oa gant an dud e blije dezhañ ar brezel, e oa ur marc'h-brezel anezhañ, met a-benn ar fin e oa heuget gant an distrujoù hag ar marvioù.