's-Hertogenbosch : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kumunioù resisoc'h
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
''''s-Hertogenbosch''' (distaget [ˌsɛrtoːɣə(n)ˈbɔs] e [[nederlandeg]]) (troet e [[galleg]] ''Bois-le-Duc'', en [[alamaneg]] ''Herzogenbusch'', e [[spagnoleg]] ''Bolduque'' ; anavezet ivez e nederlandeg pemdez evel '''Den Bosch''') zo ur gêr eus kreisteiz an [[Izelvroioù]], zo kêr-benn proviñs [[Noord-Brabant]]. E miz Genver 2005 e oa 134 009 a dud o chom enni.
 
[[SkeudennRestr:Vestingmuur.jpg|thumb|260px|right|Moger gozh kêr]]
Dont a ra anv ofisiel ar gêr diwar "''des hertogen bosch''" ("koad an dug"). Familh [[Herri Iañ Brabant|Herri Iañ]], Dug [[Brabant]], he doa douaroù bras e-kichen, en Orthen, abaoe meur a gantved. Sevel a reas ur gêr nevez war tevennoù dindan wez e-kreiz geunioù. Reiñ a reas dezhi an titl a geoded er bloavezh [[1185]], gant gwirioù d'ober kenwerzh, evit gwareziñ e interestoù lakaet en arvar gant [[Gelderland]] ha [[Holland]]. Mogerioù-difenn a voe savet tro-dro dezhi evit he gwareziñ diouzh an argadennoù. E 1203 e voe distrujet gant nerzhioù Gelderland ha Holland unanet, met adsavet e voe goude. War-dro 1475 e voe savet ur voger ledanoc'h da wareziñ ur gêr a oa deuet da vezañ brasoc'h. Hiziv e weler c'hoazh aspadennoù eus ar mogerioù kozh-se.
 
Ur gêr binvidik e oa betek [[1520]], hag an eil kêr vrasañ en Izelvroioù war-lerc'h [[Utrecht]]. Eno e voe ganet ul livour brudet, Hieronymus van Aken, anavezet dindan an anv [[Hieronymus Bosch]] (1450–1516).
 
== Liammoù diavaez ==