Majorian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ur jeneral brudet evit e drec'hioù war ar [[Franked]] hag an [[Allamani]] e oa ha c'hwec'h miz goude ma oa bet kaset kuit eus ar galloud [[Avitus]] e voe embannet da impalaer gant [[Ricimer]], ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter [[Leo I (Impalaer)|Leo I]] a wele anezhañ evel ur skraper.
 
Goude bezañ diarbennet un argad gant ar [[Vandaled]] e [[Campania]] e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ [[Afrika]]. Faezhañ a reas [[Theodoric II]], roue ar [[Vizigoted]] ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ [[Spagn]] avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.
== Kouezhadenn ha marv ==
Distroadet e voe gant emsavadeg e soudarded d'ar [[7 a viz Eost]] [[461]] e [[Lombardia]]. Un irienn a oa bet kaset da benn gant Ricimer. Hennezh, barbar [[patrikios|patricius]] ha [[magister militum]], o profitañ e oa pell an impalaer diouzh Italia, en doa strollet tro-dro dezhañ enebourien an aristokratelezh roman. Lezennoù Majorian o devoa diskouezet dezho e oa un impalaer gwirion prest da adsevel un impalaeriezh kreñv met a save neuze a-enep o interestoù.
Linenn 10:
Goude bezañ chomet e [[Arelate]], e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en [[Hispania]], Majorian a zivode e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen [[Tortona]] (tal-kichen [[Piacenza]], lec'h ma oa bet muntret [[Avitus]]). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.
 
anAn impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.
== Un impalaer re kempenn ==
 
E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se [[Ricimer]] a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.
{{Impalaer roman|
Tierniezh = [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]] |