Diforc'hioù etre adstummoù "Majorian"

195 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Ur jeneral brudet evit e drec'hioù war ar [[Franked]] hag an [[Allamani]] e oa ha c'hwec'h miz goude ma oa bet kaset kuit eus ar galloud [[Avitus]] e voe embannet da impalaer gant [[Ricimer]], ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter [[Leo I (Impalaer)|Leo I]] a wele anezhañ evel ur skraper.
[[Restr:MajorianEmpire.png|thumb|400px|E-pad e ren a 4 bloaz Majorian en doa adpaket darn Hispania ha su Galia, talet en doa ar Visigothed, Burgond ha Suevi ha lakaet anezho da vezañ kevredet.]]
 
Goude bezañ diarbennet un argad gant ar [[Vandaled]] e [[Campania]] e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ [[Afrika]]. Faezhañ a reas [[Theodoric II]], roue ar [[Vizigoted]] ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ [[Spagn]] avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.
== Kouezhadenn ha marv ==
21 536

modifications