Fonem : diforc'h etre ar stummoù

Kemm ebet er vent ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Bot: Migrating 82 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q8183 (translate me))
No edit summary
E [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''fonem''' pe '''soniad''' ([[Saozneg|saoz.]]: [[:en:Phoneme|''phoneme'']]) war dachenn ar [[fonologiezh]] evit komz eus keal teorikel ur sonenn hervez framm fonologel ur [[yezh]] resis. Da lavarout eo n'eo ket kevatal ur fonem d'ur [[fonenn]] hepmuiken war-eeun met kentoc'h da berzhioù ar fonennoù en ur yezh resis liammet ouzh ar [[semantik]].
 
Kemmañ a ra ar fonemoù a yezh da yezh, da skouer en [[armenieg]] [[Lizherenneg an armenieg|Ղ ղ]] distaget [ʁ] (treuzskrivet a-wezhoù <ġ>) a zo ur fonem disheñvel diouzh [[Lizherenneg an armenieg|Ր ր]] distaget [ɾ] (treuzksrivet <r> peurliesañ), pa'z eo [[alofonenn|alofonennoù]] e brezhoneg an divdaou fonem-se dre ma tenn an distagadurioù disheñvel-se da zoare-komz hiniennel an dud pe d'ar [[rannyezh|rannyezhoù]] lec'hel ha n'eo ket da framm ar yezh war-eeun.
 
Evit gouzout hag-eñ e talvez ur fonenn (da lavarout eo ur sonenn resis) da fonem en ur yezh bennak e klasker arioùreoù [[ger|gerioù]] gante pep a ster disheñvel gante da ziforc'h ur fonenn nemetken, da skouer "'''k'''ar" ha "'''p'''ar".
 
Pa ne gaver diforc'h-ster ebet etre seurt parioùreoù gerioù en ur yezh resis evit divdaou fonem disheñvel e rankont bezañ lakaet da [[alofonenn|alofonennoù]], da skouer [ɹ], [r] ha [ʁ] (<r>) e [[brezhoneg]] hag a gemm hervez ar [[rannyezh]] hag an dud pe [x] ha [χ] (<c'h>) implijet hervez o lec'h en ur ger.
 
Hervez reolennoù treuzskrivañ al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] e ranker skrivañ treuzskrivadennoù fonemek etre [[beskell]]où (/ /) keit ha ma vez skrivet etre [[sonnell]]où ([&nbsp;]) treuzskrivadennoù [[fonetik]]el.
 
Diaes e c'hell bezañ pa vezer o klask dielfennañ pe deskiñ fonemoù ur yezh dianav betek-henn kompren pere eus ar fonennoù implijet ganti a zo fonemoù, dreist-holl pa ne glota ket framm fonologel ar yezh-se gant patromoù ar yezhoù anavet gant ar c'hlasker pe an desker, da skouer dre ma'z eo alofonennoù e [[saozneg]] ar [[kensonenn dre serriñ|kensonennoùc'hensonennoù]] dre serriñ [[c'hwezhadur (yezhoniezh)|c'hwezhet]] e c'hell bezañ trechettechet ur saozneger da grediñ n'hall ket bezañ fonemoù an hevelep fonennoù er yezhoù all daoust ha m'eo gwir ar c'hontrol evit meur a [[yezhoù indezek|yezh indezek]] evel an [[hindeg]].
 
 
1 776

edits