Fonem : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Kemmañ a ra ar fonemoù a yezh da yezh, da skouer en [[armenieg]] [[Lizherenneg an armenieg|Ղ ղ]] distaget [ʁ] (treuzskrivet a-wezhoù <ġ>) a zo ur fonem disheñvel diouzh [[Lizherenneg an armenieg|Ր ր]] distaget [ɾ] (treuzksrivet <r> peurliesañ), pa'z eo [[alofonenn|alofonennoù]] e brezhoneg an daou fonem-se dre ma tenn an distagadurioù disheñvel-se da zoare-komz hiniennel an dud pe d'ar [[rannyezh|rannyezhoù]] lec'hel ha n'eo ket da framm ar yezh war-eeun.
 
Evit gouzout hag-eñ e talvez ur fonenn (da lavarout eo ur sonenn resis) da fonem en ur yezh bennak e klasker reoù [[ger|gerioù]] gante pep a ster disheñvel gante dadre ziforc'h ur fonenn nemetken, da skouer "'''k'''ar" ha "'''p'''ar".
 
Pa ne gaver diforc'h-ster ebet etre seurt reoù gerioù en ur yezh resis evit daou fonem disheñvel e rankont bezañ lakaet da [[alofonenn|alofonennoù]], da skouer [ɹ], [r] ha [ʁ] (<r>) e [[brezhoneg]] hag a gemm hervez ar [[rannyezh]] hag an dud pe [x] ha [χ] (<c'h>) implijet hervez o lec'h en ur ger.