Diforc'hioù etre adstummoù "Taol-mouezh"

1 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
(reizhadenn)
A-wezhoù e vez lavaret e kouezh an taol-mouezh e [[galleg]] war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar [[ger|gerioù]]. En e lec'h e kaver un [[hedaderezh]] ma vez pouezet war silabenn ziwezhañ pe eil silabenn ziwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur [[rannfrazenn]]).
 
Diouzh an tu alall, avat, ez eus meur a yezh all, ar [[saozneg]], an [[italianeg]] hag ar [[spagnoleg]] en o zouez, ma'z eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e [[spagnoleg]] e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit gouzout e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù [[heñvelson]] a-hendall, da skouer e [[galizeg]]:
: Taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ, d.s ''agora'' ("bremañ")
: Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ''ágora'' ("[[agora]]")
1 776

modifications