Fjord : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D notennoù
D pik
 
Linenn 1:
[[Skeudenn:Fjord1.JPG|300px|thumb|Ur fjord e Norvegia]]
Ur '''fjord'''<ref>[[Geriadur brezhoneg An Here]], 2001, p. 475a; Pêr Drezen, ''GeriaouEGI, Ekonomiezh, Geografiezh, Istor'', [[Ti-embann ar skolioù|TES]], 2007.</ref> pe '''fiord'''<ref>Martial Ménard, ''[[Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)|Dictionnaire français-breton]]'', 2012; ''Nouveau dictionnaire Breton/Français Français/Breton'', Al Liamm, 2012.</ref> a zo un [[Traoñienn|draoñienn]] aloubet gant ar [[mor]]. Disheñvel int diouzh an [[aber]]ioù : ma’z int bet stummet da gentañ gant stêrioù, int bet [[krignerezh|krignet]] gant [[skornredenn]]où hag aloubet gant ar [[mor]] goude-se. Setu perak e vezont strizh ha don ; kavet e vezont war aodoù meneziek hag e broioù a oa goloet gant skornegoù ur poent zo bet.
 
Ur ger [[Yezhoù skandinavek|skandinavek]] eo ar ger ''fjord'' — da vezañ distaget /fyort/<ref>[[Geriadur brezhoneg An Here]], 2001, p. 475a.</ref> — hag implijet e vez bremañ en ur bern yezhoù evit ober anv eus ar seurt traoñiennoù beuzet. E broioù [[Skandinavia]] en deus ar ger ur ster ledanoc’h ha mont a ra da envel kement [[pleg-mor]] a sank don en [[douar]]où, pe e ve bet stummet gant ur skornredenn pe get.