Dehoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D pennlizherennoù diezhomm
D reizhadennoùigoù
Linenn 5:
==Diwar-benn ar skritur==
Kentañ meneg e [[henvrezhoneg]]<ref>hervez [[A Dictionary of Old Breton]], gant [[Léon Fleuriot]], e 1985.</ref> : « dehou » distaget /dehɔw/ moarvat.

E [[krennvrezhoneg]] e kaver ''deho, dechou''<ref>[[Catholicon]] [[Jehan Lagadeuc]]</ref>, "dehaou"<ref>E [[Christmas Hymns In the Vannes dialect of Breton]].</ref>, hag ivez "deheu", "deou", "deo"<ref>Stummoù roet gant [[Geriadur Istorelistorel ar Brezhonegbrezhoneg]].</ref>.

''Déou'' ha ''déhou'' a lenner e geriadur brezhoneg galleg ar [[Yann-Frañsez ar Gonideg|ar Gonideg]] e 1850 ; ''deou'' e 1886 e geriadur Troude.

Gant [[Emglev ar skrivagnerien]], e 1907, pa voe savet an doare-skrivañ [[KLT]], ne veze skrivet nemet ''dehou'', evel e [[Geriadur Vallée]] (1931).

===Peurunvan===
Abaoe deroù ar peurunvan, hag implij an "où", e kaver ar skrivad '''dehoù''' gant skrivagnerien ha kelaouennoù 'zo. Gallout a reer menegiñ ar gelaouenn ''[[Barr-Heol]]'' da skouer, pe skrivagnerien evel [[Maodez Glanndour]]<ref>Gwelet e droidigezh eus ar [[Bibl]], ''Ar Pevar Aviel'', [[Al Liamm]], 1969, da skouer: «Unan en tu ''dehoù'' hag egile en tu kleiz» (Lukaz, 33) p.202.</ref>. Kavet e vez e ''Geriadur arnevez gallek-brezhonek'' [[Imbourc'h]] (1983)<ref>p. 73</ref>. Kavet e vo un tammig diwezhatoc'h e-barzh geriadurioù implijet kaer evel [[Geriadur ar brezhoneg a-vremañ]]<ref>[[Skol Vreizh]], ISBN 978-2-903313-41-8</ref> (1992), ha ''Geriadur divyezhek brezhoneg galleg français-breton'' [[Mouladurioù Hor Yezh]] (1993), hag ivez geriadurioù arbennikoc'h evel ''Geriadur kembraeg-brezhoneg'' [[Rhisiart Hincks]] (1997)<ref>Mouladurioù Hor Yezh, p.57.</ref>. Ne gaver ket an dra-se gant geriadurioù [[Roparz Hemon]], ar pezh n'eo ket souezh pa ne verk ket an [[tired boud]] war an "u" pa ne vez ket al liester, daoust d'an etimologiezh hag ar soniadouriezh<ref>Skrivañ a ra evel-se "goulou" (e-lec'h "gouloù"), ''genou'' (e-lec'h [[genoù]])…</ref>. Kement-se a zo bet heuliet gant geriadurourien evel [[Reun ar Glev]], ma kaver ''Tu dehou'' (''Coté droit'') hag ''A-zehou'' (''A droite'')<ref>er bajennad 970</ref>. E labourioù all evel re [[Frañsez Kervella]] en e ''[[Yezhadur bras ar brezhoneg]]'' (1947)<ref>[[Skridoù Breizh]]: en daolenn 20 gouestlet d'an adverboù-lec'h, pajenn 311, e c'haller lenn ''a-zehou'' ha ''war-zehou''.</ref>, pe c'hoazh e [[Geriadur anbrezhoneg An Here]] (2001), e reer gant ''où'' en degouezhioù ma ne ra ket Roparz Hemon (''gouloù'', ''[[genoù]]''…), met n'en greer ket evit "dehou".

===E 2012===
Savet ha peurechuet gant ar geriadurour Martial Ménard, ezel eus Kuzul skiantel Ofis ar Brezhoneg, e oa bet embannet an [[Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)|Dictionnaire français-breton]] gant an ti-embann [[Éditions Palantines]] : chomet e oa leal d'e oberennoù kent o tibab ar ger "dehou" da dreiñ an hini gallek "droite"...