Kirgizstan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|bg}}, {{Link GA|no}} using AWB (10902)
D reizhadennoùigoù
Linenn 47:
| .kg
|}
'''Kirgizstan''', pe '''Kyrgyzstan'''<ref>[[geriadurGeriadur Brezhonegbrezhoneg anAn Here]], 2001, p. 1431.</ref> (e [[kirgizeg]] Кыргызстан, treuzlizherennet ivez ''Kyrgyzstan''), ent-ofisiel ar '''Republik Kyrgyz''' (pe '''Republik Kirgiz'''), bet anavezet a-raok evel «[[RSS Kirgizia|Republik Soviedel Kirgizia]]», a zo ur vro en [[Azia ar C'hreiz]]. Bevennoù boutin en deus Kirgizstan gant [[Sina]], [[Kazac'hstan]], [[Tadjikistan]] hag Ouzbekistan. [[Bichkek]] eo anv ar gêr-benn.
 
Ur vro dieub distag diouzh an ez-[[Unaniezh Soviedel]] eo Kirgizstan abaoe [[1991]]. Kudennoù diabarzh bras a zo bet e Kirgizstan goude an taol pe "dispac'h" bet kaset da benn e [[2005]] hag a zegasas dilez Prezidant Akayev e miz Ebrel [[2005]].
Linenn 58:
Dindan beli an [[Unaniezh Soviedel]] e voe krouet e [[1924]] Rannvro Emren (''[[oblast]]'') Kirgizia hag [[1926]] e teuas da vezañ [[RSS Kirgizia|Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia]]. Dont a reas da vezañ ur Republik Sokialour Soviedel e [[1936]].
 
En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh [[1991]] e tisklêrias 88,7 % eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an [[Unaniezh Soviedel]]. Ha koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kirgizstan diouzh an [[Unaniezh Soviedel]] pemp miz war-lerc'h.
 
E [[1991]] e oa Akayev an hini nemetañ war ar renk ha dilennet e oa bet da brezidant gant 95 % eus ar mouezhioù. Addilennet e voe ivez addare e [[1995]] evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se, kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.
 
Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit breujoù ar vro e [[2000]], met gant an [[Aozadur evit ar Surentez hag ar C'hengred en Europa]] e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh.
Linenn 100:
Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kirgizstan pa'c'h eas da get an [[Unaniezh Soviedel]] rak dezhi e veze gwerzhet 98% eus ar produioù gwerzhet d'an diavaez e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live [[Armenia]], [[Azerbaidjan]] pe [[Tadjikistan]].
 
Pouezus-tre eo al [[labourerezh-douar]], rak e 2002 e teue 35,6 % eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar sektor-se .
 
 
Linenn 107:
E 2005, un tammig ouzhpenn 5 milion a dud a veve e Kirgizstan. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn dioute hepken e kêrioù bras ar vro.
 
Kirgized eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kirgizstan (69,5%), met bez ez eus ivez tud a orin [[Rusia|rusian]] (9,0 %) o chom dreist-holl e norzh ar vro hag [[Ouzbekistan|Ouzbeked]] (14,5 %) er Su. A-hend-all e vez kavet ivez Uigoured (1,1%), [[Tadjikistan|Tadjiked]] (1,1 %), [[Kazac'hstan|Kazac'hed]] (0,7 %), Dunganed (1,2 %), h.a.
 
== Sevenadur ==
Linenn 115:
Mont kalz war-raok a reas Kirgizstan a-hed ar [[bloavezhioù 1920]] e pep keñver sevenadurel. Mont a reas kalz war gresk an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se.
 
[[Islamouriezh|Muzulmaned]] a zo eus 75 % eus poblañs Kirgizstan ha [[Relijion gristen|kristenion]] [[Reizhkredennegezh|ortodoksel]] eo hogozik an holl re all.
 
== Notennoù ha daveennoù ==