Su : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D pennlizherennoù
Linenn 3:
 
==Kreisteiz==
Ar '''C'hreisteiz''' a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en [[hantervoul norzh|hantervoul an Norzh]], ha dreist-holl a-us [[Trovan|Trovan ar C'hrank]]<ref>[[Geriadur Brezhonegbrezhoneg anAn Here]], p. 794a.</ref>: en [[hantervoul su|hantervoul ar su]] emañ an Heol en norzh da greisteiz.
 
Dre ur [[reolenn]] voutin e vez kempennet ar [[kartenn|c'hartennoù]] evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.
Linenn 16:
 
==Dehou==
A-wechoù e vez lavaret "[[dehou]]" eus ar [[su]], evel en droienn ''ar mor dehou'', a gaver e korn-bro [[ar C'hab]] hag [[Enez-Sun]] dreist-holl.<ref>''Ar mor dehou, trapenn emañ en tu dehou d'an enez Sun'', Geriadur Brezhonegbrezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, [[Per Denez]], 1981, [[Mouladurioù Hor Yezh]].</ref>
 
E [[kembraeg]] ivez e talv ar ger ''de'' kement ha ''dehou'' (enebet ouzh ''chwith'') ha kement ha ''kreisteiz'' (enebet ouzh ''gogledd'' neuze), hag an eilstumm ''deau'' zo kement ha ''dehou'' ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv [[Deheubarth]] (''Dehoubarzh'' e brezhoneg, da lavarout eo ''parzh an dehou'', pe ''tolead ar c'hreisteiz'').
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Su »