Palez Westminster : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Meu 2017 da 18:44

Palez Westminster zo al lec'h kejañ evit kambr an House of Commons ha kambr an House of Lords, kambroù parlamant ar Rouantelezh-Unanet. Lesanvet Houses of Parliament gant implijerien al lec'h. Ar palez a gaver war riblenn norzh ar River Thames e kêr Westminster, e kreiz Londrez.

Westminster Bridge ha Palez Westminster

An anv a zo deuet dre ma vez ar savadur nepell diouzh Abati Westminster, posubl eo gwelet un implij eus an anv evit div savadur: an Old Palace, ur savadur krennamzerel distrujet dre an tan e 1834, pe evit ar savadur en devoe kemeret eblas ar palez a-hiziv. Ar palez a zo perc'hennet gant penn roueel ar vro dre gwir ar gurunenn hag evit implijoù lid, ar statud ofisiel a zo bezañ ul lojeiz rouantel.