Diforc'hioù etre adstummoù "Palez Westminster"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(yezh)
'''Palez Westminster''' eo al lec'h ma vez bodet izili [[Ti ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)|Ti ar C'humunioù]] ha re [[Ti al Lorded]], an div gambr a zo e [[Parlamant ar Rouantelezh-Unanet]] hag a vez graet ''Houses of Parliament'' anezho e saozneg. Emañ ar palez war ribl norzh ar [[Tavoez]] e karter [[Keoded Westminster|Westminster]], e-kreiz [[Londrez]].
 
Dont a ra an anv eus hini [[Abati Westminster]] a zo e-kichen. Daou savadur zo e gwirionez : an ''Old Palace'' (ar "palez kozh"), ur savadur krennamzerel distrujet gant an tan e [[1834]], hag urar savadur nevesoc'h en doa kemeret e lec'h, an ''New Palace'' (ar "palez nevez"). Perc'hennet eo Palez Westminster gant penn ar vro, ar roue pe ar rouanez, hag evit implijoù ofisiel evel al lidoù, e seller outañ c'hoazh evit ul lojeiz roueel.
 
[[Rummad:Parlamantoù]]
70 804

modifications