Taol-Stad ar 16 a viz Mae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
remadur
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Dre an [[taol-stad]] e voe roet lamm da gouarnamant dilennet [[Yun Bo-seon]] ha roet lamm d'an [[Eil republik Korean]]. Lakaet e voe e-plas goude an taol-stad ur [[Kuzul Uhel evit an Adsevel Broadel|C'huzul Uhel evit an Adsevel Broadel]], unan milourel gant Park o vezañ ar pen gwirion d'an aozadur . Dont a reas da vezañ ar penn ofisiel goude ma voe harzet [[Chang Do-yong]] e miz Gouhere.
[[Restr:May 16th Coup dEtat (1961) 5.16 군사혁명 (5591601384).jpg|thumb|Skritellioù lakaet ouzh ar vogerioù evit displegañ pal an taol-stad]]
A-dreñv an taol-stad e oa bet ur vegen tud eus an aferioù a vounte kreñv evit ma vefe modernaet ar vro dreist-holl da geñver greanterezh. Setu penaos e oa bet krouet ur greanterezh lies e-pad ren Park, en eskemm e oa bet lemet ar gwrioùgwirioù demokratel, gwirioù diazez ar geodedourien hag ouzhpenn-se e oa spurjoù bep an amzer. Lesanvet "Reveulzi ar 16 a viz Mae" gant [[Park Chung-hee|Park]] hag e harperien, ar sell reveulzier evit komz eus an taol-stad-se a zo burutellet kreñv hiziv-an-deiz c'hoazh.
== Stadoù-Unanet Amerika hag an taol-stad ==
[[Stadoù-Unanet Amerika]] ne oant ket bet a-enep an taol-stad, d'an 20 a viz Mae e oa dija ar vro o reiñ harp da Park Chung-hee, ar prezidant [[John F. Kennedy]] a embanne mignoniezh etre an div vro.