Bethan Gwanas : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|200px|right|Bethan Gwanas war golo unan eus he levrioù. '''Bethan Gwanas''', pe '''Bethan Evans''' hervez he gwir anv, zo ur skivagnerez kembrae...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Mez 2007 da 08:35

Bethan Gwanas, pe Bethan Evans hervez he gwir anv, zo ur skivagnerez kembraek, ganet d'ar 16 a viz Genver 1962 e Dolgellau, , ha savet e kembraeg hervez doare ar vro.

Restr:Mwy o fyd bethan.jpg
Bethan Gwanas war golo unan eus he levrioù.

17 levr he deus skrivet, ken evit krennarded pe +deskerien gembraek, ken evit kembraegerien. Un aotreegezh c'hallek he deus tapet e skol-veur Aberystwyth hag e 1985 he deus gounezet ar Gurunenn en Eisteddfod yr Urdd. Bet eo o chom e Bethesda, Kerdiz, Nigeria, ma kelenne saozneg, ha Bro-C'hall. Hiziv emañ o chom e Rhydymain.

Bugaleaj

Maget e voe en un tiegezh er Brithdir nepell diouzh Dolgellau, e Gwynedd. Eno eo bet en Ysgol y Gader.

Hervez Yr Herald Cymraeg (7.3.2007) e oa Brownie Tales, gant Enid Blyton, a oa he levr muiañ karet en he bugaleaj, emaén al levr ganti bepred, nemet chaoket eo bet un tamm ar c'hein anezhañ gant he c'hi bihan Del, ur Welsh collie

He labour

Restr:Amdani.jpg
Amdani eo al levr en deus degaset brud da Bethan Gwanas.
Restr:Os mets.jpg
Os Mêts eo anv romant diwezhañ Bethan Gwanas.

Araok ma teuas brud dezhi evel skrivagnerez he deus labouret evel kelennerez c'halleg, kelennerez saozneg, ha pennvuhezourez en Urdd e Glan-llyn, e-tal Bala (e-kichen ar gêr dezhi) ,hag ivez aozerez abadennoù skingomz gant Radio Cymru.


Liammoù diavaez