Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
- kaozeal
Linenn 18:
==[[Coragyps atratus]]==
Salud deoc'h, Setu m'emaon o paouez kregiñ er pennad diwar-benn ''Coragyps atratus''. M'ho peus c'hoant da deuler ur sell... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 1 Mae 2015 da 10:17 (UTC)
 
==Urubued==
Gwelet em eus ho poa krouet ar pajennoù [[Coragyps atratus]], [[Cathartes aura]] ha [[Cathartes burrovianus]] hag ho poa kemmet [[urubu]]. Perak ne rit ket gant an anvioù a gaver war TermOfis, pa ne gaver anv all ebet e brezhoneg ? Marteze e vefe mat gwelet en em lakaat a-du gant [[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) ivez, rak adlakaet en deus an anvioù-se war ar bajenn [[Cathartes]]. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 28 Eos 2015 da 00:50 (UTC)
:Demat deoc'h ivez, Gwelet ho peus em boa krouet ar bajenn [[Coragyps atratus]] (ha [[Cathartes aura]], [[Cathartes burrovianus]] da-heul), pezh am boa skrivet deoc'h d'ar 1{{añ}} a viz Mae kement ha kenlabourat ganeoc'h... Perak n'em boa ket graet gant an anvioù a gaver war dTermofis, emezit-hu ? Poellekoc'h em boa kavet kregiñ gant an anvioù skiantel eget fiziout en dave nemetañ am boa kavet d'ar c'houlz-se, ken aes ha tra. N'em eus takenn da rebech da dud a-vicher [[Ofis Publik ar Brezhoneg]], met traoù iskis a gaver war dTermofis a-wechoù, evel skoul Reünion e-lec'h [[skoul ar Reünion]] da skouer... Ma kav deoc'h ez eo fizius a-walc'h ar gerioù urubu du, urubu penn ruz hag urubu penn melen, grit gante hardizh, ne ran ket forzh : bremañ ne deuan ket ken alies-se amañ ha se zo kaoz ne oan ket kroget gant ar pennad ''[[Cathartes melambrotus]]''. Ne fell ket din lâret tra diwar-benn doareoù an implijer Trec'hlid mitonet... Kalon vat deoc'h.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 28 Eos 2015 da 07:54 (UTC)
::Savet em boa ma goulenn pa 'm boa gwelet ho kerig. Pell a oa ne oan ket deuet amañ, evel a gomprenoc'h. Hag ho tigarez ma ne oa ket avizet mat ma c'huzul ; n'anavezan ket doereoù an implijerien, met ne gavan ket fall klask en em glevet pa labourer war an hevelep pajennoù. Traoù a-dreuz a gaver e pep lec'h. Amañ e vez graet gant an anvioù laboused diouzh labour prizius Pêrig Herbert, hogen sius eo implij ar ger «bultur» a gaver e-barzh ''Anvioù laboused Europa''. Kemmañ a rin ar bajenn [[Bultur]] dizale, ha reiñ a rin displegadennoù e korf ar pennad, pe e pajenn ar gaozeadenn. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 28 Eos 2015 da 20:35 (UTC)
:::Demat deoc'h, Ma digarezit : ne oan ket evit respont deoc'h dre n'edon ket er vro evit an deizioù. A-du on ganeoc'h penn-da-benn pa venegit ar c'henlabourat "war an hevelep pajennoù". Diaes e oa din ober dave da labour Pêrig Herbert er pennadoù am boa graet war o zro o vezañ na oa ket e oberenn(où) em c'herz, siwazh din... :-( Reizhit hardizh ar pezh a gavfet gaou ; ar reolenn an hini eo. Deoc'h da c'hoût : graet ma soñj, un nebeud sizhunvezhioù 'zo, chom hep delc'her da vagañ pennadoù amañ. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 13 Gwe 2015 da 13:49 (UTC)
 
Linenn 28 ⟶ 29:
{{Quotation|Le Sarcoramphe roi et l'Urubu noir ne possèdent pas les habiletés olfactives de l'Urubu à tête rouge et suivent ce dernier jusqu'aux carcasses. L'Urubu à tête rouge arrive soit le premier à la carcasse, soit en même temps que le Grand Urubu ou l'Urubu à tête jaune qui possèdent également la faculté de sentir le mercaptan éthylique. Il peut concurrencer l'Urubu à tête jaune et le Grand Urubu grâce à sa taille plus imposante, mais peut lui-même être déchu par le Sarcoramphe roi, voire par l'Urubu noir, pourtant plus petit. Celui-ci fait la première entaille à la peau de l'animal mort, et l'Urubu à tête rouge ne pourra accéder à la nourriture qu'ensuite, à cause de son bec trop petit pour entailler le cuir d'animaux plus gros que lui. Il s'agit d'un exemple de symbiose entre espèces»}}
Setu ar pezh a gaver war ar Wikipedia gallek evit an dra-se: [https://fr.wikipedia.org/wiki/Wikipédia:Conventions_typographiques#Botanique_et_zoologie].--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 31 Eos 2015 da 16:30 (UTC)
:Ar reolenn ne dalvez ket evit ar saozneg : [https://en.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Manual_of_Style/Capital_letters#Common_names]. Ne welan ket perak e vefe graet diouzh giz ar galleg, ha ne vefe ket graet evel e saozneg. Sklaer e kavan an doare : ur bennlizherenn a vez lakaet d'an anvioù skiantel, ha ne vez ket lakaet hini ebet d'an anvioù boutin. Savet ez eus reolennoù evit ar brezhoneg gant unan bennak ? [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 31 Eos 2015 da 21:10 (UTC)
::Kement-se eo reolenn ar Wiki saoznek (goude breud a gav din), met n'eo ket ar pezh a gaver gant an aozadurioù bras saoznek a bled gant an evnoniezh, evel [http://www.birdlife.org/europe-and-central-asia/news/scientists-prove-eu-bird-law-saves-threatened-species Birdlife], [http://www.worldbirdnames.org/bow/raptors/ IOC, an aozadur pennañ er bed], h.a.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 1 Gwe 2015 da 08:40 (UTC)
:::Reolenn ar Wiki saoznek a zo bet divizet diwar arguzennoù poellet, a gav din. Displeget ez eus bet splann perak ne zere ket doare an IOC da Wikipedia. M’ho peus un tamm amzer lennit ar gerig-mañ, an hini a ya da-heul hag a echu gant ur c'hlozadur, hag an hini diwezhañ hag a grog gant «Quickly» e traoñ ar bajenn : [https://en.wikipedia.org/wiki/Wikipedia_talk:Manual_of_Style/Archive_156#IOC.27s_own_wording_makes_it_clear_it.27s_not_intended_for_use_here]. Goude bezañ chomet etre daou e kav din e oa mat ma soñj kentañ. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 2 Gwe 2015 da 09:34 (UTC)
Trugarez evit al liamm-se n'anavezen ket. Petra 'zo bet graet e brezhoneg? Heuliet e oa bet amañ er Wikipedia brezhonek labour dispar Perig Herbert gant saverien gentañ ar pennadoù. Petra 'gaver gant P. Herbert en e skridoù (Heuliad pennadoù en Hor Yezh)? Pennlizherennoù. Pennlizherennoù ivez er rummad dispar (8 levrenn) embannet gant Al Lanv (Tudual Huon & Padrig an Habask). Memes tra gant evnoniourien Breizh (Groupe ornithologique breton) en o levr kaer ''Atlas des oiseaux nicheurs de Bretagne'', lakaet ganto an anvioù brezhonek (gwelet ar rakskrid brezhonek p.13 gant Patrick Philippon: Pennlizherennoù adarre), ha heñvel e-barzh levr hollgaer Yvon Guermeur ''Ornithologie en Bretagne'' (Palantines, 2009), pennlizherennoù c'hoazh. Mar gra an arbennigourien vrezhonek hag evnoniourien Breizh evel-se, ne welan ket kaer perak ne vefe ket graet evelto.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 2 Gwe 2015 da 15:34 (UTC)
:Komprenet em eus a-walc'h ez eo boaz an evnoniourien hag ho peus heuliet ar boaz-se. Hogen, ar pezh am eus klasket gouzout n’eo ket tre perak ho peus graet evel-se, met kentoc'h pehini eo an doare d’ober a zere d’ar Wikipedia vrezhonek. Ha da ’m soñj n’eo ket an hini a zifennit amañ.
Linenn 37 ⟶ 38:
:3. Dav eo intent n’eo ket gwall anavezet boaz an evnoniourien er-maez eus bed an evnoniezh, hag al lodenn vrasañ eus implijerien ar Wikipedia n’int ket evnoniourien. Souezhet e vo un toullad mat anezhe gant ar pennlizherennoù-se neuze. Distroet e vo o evezh diouzh an danvez e teuont da glask, ha lod anezhe a gemmo anezhe pa soñjo dezhe e oant bet lakaet dre fazi, evel am eus-me graet, hag evel a zo bet graet e-pad nav bloaz war ar Wikipedia saoznek.
:4. Lakaet e vez ar bennlizherenn gant an evnoniourien pa dalvez an anv a implijont kement hag an anv skiantel. Evel-se e lakaont un anv dreist ar re all evit an evned o deus meur a hini. Pa gaver anvioù disheñvel evit un evn e c'hell an implijerien implijout hini pe hini war Wikipedia. Spered an holloueziadur-mañ a zo chom neptu, ha neket lavaret peseurt anv a ranker implijout na lakaat un anv da vezañ trec'h war ar re all.
:[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 3 Gwe 2015 da 11:20 (UTC)
::Unan eus pennaennoù ar wikipedia brezhonek, evel an holl wikipedioù all, eo n'eo ket ur geriadur [https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:N%27eo_ket_wikipedia_ur_geriadur], ar [[wikt:Degemer|Wikeriadur]] a zo aze evit se. Un holloueziadur an hini eo. Pep danvez a c'hall kaout e duioù, e blegoù... Nevez 'zo ez eus bet anv amañ eus reolennoù ardameziñ a zo disheñvel war boentoù 'zo diouzh hini ar yezh voutin (disheñvelout an araogenn "e" diouzh an anv-perc'hennañ "e" da sk.). Evel-se emañ kont. E galleg e skriv an holloueziadurioù ''rougegorge'' ha ''pic vert'', pa ra ar geriadurioù gant ''rouge-gorge'' ha ''pivert''. Er yezh voutin e ra tud zo gant "gwennili" evit ar [[glaouer (evn)|glaouered]], pa n'o deus netra da welet an eil gant egile evit ar skiant. El lennegezh, er rannyezhoù… hag eleze er geriadurioù e c'haller en em gavout gant an implijoù-se, roll ar geriadurioù an hini eo, n'eo ket hini an holloueziadurioù.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 3 Gwe 2015 da 15:20 (UTC)
:::Evel-just n’eo ket ar Wikipedia vrezhonek ur geriadur. Sellet em eus pizh ouzh ar bajenn ho peus kaset din evelkent : komz a ra eus ar pennadoù a dalvezfe da dermenañ ur ger hag eus pennadoù a ziplegfe ur reolenn yezhadur. Hogen ne ’m eus ket lakaet ar gaoz war an traoù-se. Ne ’m eus ket lennet ne vefe ket ar geriadurioù hag ar yezhadurioù daveoù evit ar reizhskrivadur, ar yezhadur hag al lizherennerezh. Ne ’m eus ket lennet ivez e vefe arabat menegiñ an anvioù heñvelster.
Linenn 43 ⟶ 44:
:::Dre vras, ne vez ket lakaet pennlizherennoù war al loened, war a welan war [http://sfi.mnhn.fr/sfi/8.theses/8.theses.html] ha [http://www.irstea.fr/nos-editions/dossiers/biodiversite-aquatique-esturgeon]). Al loenoniourien n’int ket evnoniour ne lakaont ket pennlizherennoù war anvioù an evned ivez, war a welan war ar rannbennad 5.2 en dezenn-mañ : [http://sfi.mnhn.fr/sfi/8.theses/bearez%20these.pdf]).
:::Evit ar reolennoù a zo bet anv anezhe (evel an araogenn «e» hag an anv-perc'hennañ «e») n’eo ket gwall sklaer hoc'h arguzenn evidon, rak n’ouzon ket ar pezh a zo bet lavaret ha divizet war ar poentoù-se. Kasit liammoù din.
:::[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 3 Gwe 2015 da 21:35 (UTC)
:Mar sellez e-barzh embannadurioù brudet Delachaux & Niestlé, un ti-embann suis hag a ra levrioù dave war ar skiantoù naturel, da skouer "Guide complet des mammifères de France et d'Europe" e weli e lakaont ingal pennlizherennoù evit ar bronneged. Da skouer: ''«Cerveau parasité par un nématode inoffensif pour lui, mais mortel pour l'Elan, le Renne et peut-être le Cerf noble.»'' (p.208), pe sklaeroc'h c'hoazh: ''«…prédateurs tels qu'Autour, Hibou grand duc, Grand corbeau, Martre, Renard roux), pour les adultes : Renard roux, chiens errants, Aigle royal.»'' (p.326).
:Heñvel eo e saozneg. An embanner Collins, anavezet mat ivez evit e sturlevrioù dwb Skiantoù an Natur, a laka pennlizherennoù ivez. Ar reolenn eo e-barzh ''The Mammals of Britain and Europe'' da skouer: ''«The Brown hare is considerably larger than the Rabbit.»'' (p.144). Heñvel gant an embanner Hamlyn (Country Life Guides), evit ar gwez (''The Hamlyn Guide to Trees of Britain and Europe'').
Linenn 49 ⟶ 50:
::Ma ! Diskouezet ez eus bet splann er c'hemennadennoù kent e vez implijet ar bennlizherenn gant lod, ha ne vez ket gant lod all. Ar gwellañ tra d’ober eo heuliañ ar reolennoù reizhskrivadur ha lizherennañ a dalvez evit an holl neuze, dreist-holl pa n’eus pajenn ebet a zisplegfe e vefe dav ober en ur mod all war ar Wikipedia vrezhonek.
::War pajenn ar gaozedenn ho peus meneget e welan e oa bet divizet implijout « en » e-lec'h « e » ganeoc'h-c'hwi o-unan (!)... Met kalz ne vern : n’eo ket eus lizherennañ pe eus reizhskrivadur eo a zo kaoz aze, met eus implij ur stumm rannyezhel.
::[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 5 Gwe 2015 da 00:51 (UTC)
:Degaset em eus war wel a gav din e vez graet gant pennlizherennoù gant an aozadurioù hag an tiez-embann pennañ ha siriusañ, koulz er bed, e Breizh, hag e bed ar brezhoneg evit an evnoniezh, da vihanañ. Perak ne rafe ket evelto an holloueziadurioù brezhonek? Goude-se, evit a sell ar Wikipedia, hemañ a c'houlenn e vont en-dro kenemglev ha kendiviz etre e implijerien.
:Ardamezouriezh: Adlenn mat ar pezh am boa skrivet. Ne raen nemet degas da soñj ar pezh a veze displeget el levr dave (eus ar bloaz 1965) degaset gant un implijer all.--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 5 Gwe 2015 da 06:39 (UTC)
Linenn 57 ⟶ 58:
::Da ’m soñj n’eus ket ezhomm da reiñ skwerioù ouzhpenn. Lakaet ez eus bet war-wel e vez arveret anvioù an evned hep pennlizherenn ivez e gwirionez e bed an evnoniezh koulz e Breizh hag en tu all. Dister e kavan stourm evnoniourien zo evit o fennlizherenn, rak n’eo ket ar bennlizherenn a laka ul labour da vezañ sirius, met an danvez a gaver ennañ.
::Ardamezouriezh: ho tigarez ma n’on ket bet sklaer a-walc’h. Setu ar pezh a felle din lavaret: divizet ez eus bet implijout «en» e-lec'h «e» war ar Wikipedia-mañ ganeoc'h-c'hwi o-unan. Ne felle ket din lavaret ne oa diazezet an diviz-se war netra, na reiñ un ali aziwarnañ pa oamp o treiñ diwar hor c'haoz.
::[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 07:26 (UTC)
Ne gomprenan ket mat-kaer ar skouerioù hag al liammoù a roez: er "Bilan des rencontres ornithologiques bretonnes 2014" e welan pennlizherennoù dre vras (p.8 etc.). Evit a sell an aozadur COM, an dra-se 'zo saverien evned, petra da welet gant an evnoniezh? Ha mar sellez mat e skrivont n'eus forzh penaos, ha gant pennlizherennoù n'eus forzh pelec'h en o fichennoù: Tarin des Aulnes, Arlequin Portugais...--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 08:38 (UTC)
:Me a gav sklaer ar pezh am boa skrivet pa ’m boa roet deoc'h an arroudenn ha niverenn ar bajenn ma kaver anezhi, ha pa ’m boa lavaret c'hoazh e vez kavet an daou zoare d’ober gant Bretagne vivante ornithologie. COM a dermen ar skwerioù evit ar rummoù evned en ur sellet ouzh kemmoù o gen. Meur a skourr he deus an evnoniezh ha n’emaomp ket amañ evit barnañ anezhe. Bremañ n’emaon ket o vont d’ober ur roll eus an aozadurioù hag al labourioù (levrioù, tezennoù ha kement zo) hag a ra gant an doare-mañ-doare pe gant an daou. Ur c'holl amzer ha na gasfe da neblec'h e vefe. Ar santimant ’m eus ne fell ket deoc'h degemer an arguzennoù a zo kontrol d’an disoc'h ho peus c'hoant da gaout. Da ’m soñj hon eus graet tro ar gudenn, ha ne gav ket din ez eus bet kalz a zislavar d’an arguzennoù am eus roet a-hed ar gaoz-mañ. Ne welan diskoulm ebet nemet pediñ merourien da gaozeal amañ, dezhe da gemer un diviz (s. o. [[Wikipedia:Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù|Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù]]). [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 11:05 (UTC)
::N'eo ket d'ar verourien da gemer divizoù evel m'eo merket mat amañ [https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Merourien], d'an implijerien an hini eo. Pledet em boa kalz war ar pajennoù a denn d'an evned er sizhunvezhioù tremen. Paouezet e oan amzer d'an c'hendiviz-mañ mont en-dro, ha kavout a ra din ez on manet seven. N'on ket bet o skarzhañ traoù evel amañ ([https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bultur_roueel&type=revision&diff=1659225&oldid=1658718]), pa'z eus lamet kuit un ditour hag a gavan-me talvoudus da reiñ da c'houzout: al liester (ma ne oa ket a-bouez-kaer evit ar pennad-mañ ez eo talvoudus-mat pa vez kemmadurioù da sk.).--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 13:45 (UTC)
:::Lennet em eus war ar bajenn a venegit : «Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok.» Edon o reiñ ma ali hag o lavarout deoc'h ez on asant evit ma vefe graet. Lennit ar pazennoù 3 ha 4 war ar bajenn am eus meneget em c'hemennadenn diaraok.
:::Liesterioù an anvioù a zo un dra a zo da glask er geriadurioù, evel o ferzhioù all (strollder, reizh ha kement zo). Hag evel ho poa lavaret uheloc'h, n’eo ket an holloueziadur-mañ ur geriadur.
:::[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 14:40 (UTC)
:::G.S. Ar c'hemm-se am boa graet a-raok penn-kentañ ar gaoz-mañ... [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 7 Gwe 2015 da 15:04 (UTC)
Salud deoc'h adarre, Ul levrig gant [[Claude Péridy]] a oa bet embannet e [[1995]] gant ''[[Hor Yezh]]'', ''[[EVNED Breizh]]'' an titl anezhañ : ennañ e c'heller lenn anvioù an holl laboused skrivet '''hep pennlizherenn ebet'''. Pouezus eo notennañ e oa bet pourchaset anvioù an evned gant Pêrig Herbert ha troet ar skrid gant Divi Kervella, Olier Ar Mogn hag Iwan Kadored, izili anavezet eus [[Ofis Publik ar Brezhoneg]]... A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 13 Gwe 2015 da 14:06 (UTC)
 
===Kinnig===
Poent e vefe klozañ ar gaoz-mañ. Kinnig a ran lakaat da reolenn na lakaat pennlizherenn ebet e penn-kentañ anvioù an holl loened, plant ha kement zo. Skrivet en deus [[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) din ur gemennadenn hag a ya war an tu-se ivez. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 13 Gwe 2015 da 21:39 (UTC)
 
===Diwar-benn da ginnig===
Ar poent(ig) reizhskrivañ-se a c'houlenn da'm soñj un tamm muioc'h a studi, hag ivez un tamm doujañs evit savboent pep hini. Setu un elfennig all, en alamaneg e reont gant pennlizherennoù ivez en degouezh (n'eo ket hepken evel-just evit an anvioù-kadarn, pa'z eo ar reolenn er yezh-se skrivañ kement anv-kadarn gant ur bennlizherenn, met ivez an anvioù-gwan, an anvioù-gwan-verb, en enep d'ar reolenn voutin: ''«<u>Adjektive und Partizipien werden auch dann großgeschrieben</u>, wenn sie Bestandteile von Berufsbezeichnungen, Dienststellungen oder Titeln oder von <u>Klassifikationseinheiten der Botanik, der Zoologie</u> oder von Fahrzeugtypen sind bzw. wenn sie innerhalb konventionalisierter Bezeichnungen auftreten.''» ([[:de:Großschreibung|gwelet amañ]]).--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 14 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)
:Doareoù-skrivañ a zo evit pep yezh. Hogen, boazioù ar brezhoneg eo a vefe da sellet oute dreist-holl. Gwelet hon eus penaos e vez graet er geriadurioù brezhonek. Gwelet hon eus ivez ez eus meur a zoare d’ober e Breizh, evel e lec'hioù all. Gwelet hon eus c'hoazh ez eus skridoù arbennik a zouj da labour ar c'heriadurourien e brezhoneg ivez. Ober ur studiadenn glok evit pep yezh a vefe ul labour dreist-penn. Ne gomprenan ket tre ar pezh a vank deoc'h evit klozañ e gwirionez. Ha chomit a sav, me ho ped, gant ho rebechoù, ne sikourint ket da vont war-raok. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 14 Gwe 2015 da 15:29 (UTC)
::Pennlizherennoù ivez e kembraeg (koulz war wiki ar gembraegerien (da skouer [[:cy:Pioden]]) ha gant ar "Welsh Ornithological Society". Geriadurouriezh ha termenadurezh a zo daou dra disheñvel paneveken. Kavout a ran gwelloc'h heuliañ skouer Perig Herbert en e skridoù, ha mont da heul ar yezhoù bras, an arbennigourien hag an aozadurioù ha tiez-embann pennañ war an dachenn-se, ha lakaat ar brezhoneg a-live ganto, ha degas dre-se un dra bennak ouzhpenn d'ar re a glask tapout deskamant dre hor yezh.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 15 Gwe 2015 da 09:42 (UTC)
:::N’eus ket anv amañ nag eus ar mod m’eo savet an termenoù nag eus o zermenadurioù, met eus implij ar pennlizherennoù, da lavaret eo eus lizherennerezh ha neket eus termenadurezh. Sur a-walc'h n’eus ket bet skrivet kalz e brezhoneg a-ziwar an dra-se, met displegadennoù a gaver e saozneg avat, evel «typography is a matter of editorial style and tradition not of nomenclature.» ([[:en:International Code of Nomenclature for algae, fungi, and plants|International Code of Nomenclature for algae, fungi, and plants]], Intl. Botanical Congress, Intl. Assn. for Plant Taxonomy, 2011, «Preface»). Evit gwellaat live ar pennadoù n’eus nemet magañ anezhe, ha n’eo ket un afer a bennlizherennoù. Ma soñjit e tegaso un tamm deskamant, e c'helloc'h displegañ boazioù an evnoniourien hag ar vevoniourien all e korf ur pennad, evel [[Lizherennerezh]] pe [[Bevoniezh]].
:::Bez’ ez eus studiadennoù eus ar siriusañ hag a ra gant anvioù hep pennlizherenn. Evit ar saozneg, yezh skwer ma’z eo, sellit ouzh [http://onlinelibrary.wiley.com/doi/10.1111/jav.2014.45.issue-1/issuetoc Journal of Avian Biology] ha [http://notornis.osnz.org.nz/publications Ornithological Society of New Zealand]. Anat eo n’eus liamm ebet etre live ur studiadenn hag ar pennlizherennoù deroù en anvioù ar spesadoù. Ha ne zegasfe ket kalz a dra reiñ skwerioù evit ar yezh-mañ-yezh.
:::Ar boaz a fell deoc'h lakaat amañ da reolenn evit an evned, hag evit an holl spesadoù all moarvad, n’eo nemet hini evnoniourien zo ha bevoniourien all zo. Hogen e heuliañ pe chom hep e ober a zo un dibab embann hag a vez graet evit an oberennoù arbennik war an evnoniezh pe ar vevoniezh. Evit ar re all e vez graet hep ar pennlizherennoù deroù, hag an holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho. Plediñ a ra gant kalz traoù all. Skwerioù a gaver war bajennoù gouestlet d’an evned zoken ; sellit ouzh [[Kondor an Andoù#Sevenadur|«sevenadur» er pennad «kondor an Andoù»]] e brezhoneg, ouzh [[:fr:Pygargue à tête blanche#Le pygargue dans la culture amérindienne|«Le pygargue dans la culture amérindienne» er pennad «Pygargue à tête blanche»]] e galleg, ouzh [[:en:Common raven#Cultural depictions|«Cultural depictions» er pennad «Common raven»]] e saozneg. Lakaat ar bennlizherenn da reolenn en holloueziadur-mañ a dalvezfe neuze e vefe heuliet ur boaz e kenarroudoù ma n’eus ket anezhañ.
:::[[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 16 Gwe 2015 da 21:41 (UTC)
Ur skouer eus ul labour a-feson kaset da-benn war ar poent-se a c'halli kavout el levr "Atlas des Amphibiens et Reptiles de Bretagne" embannet gant Breizh Vev-SEPNB (2014) ennañ ur rann "Croyances et prégugés" mar kaver kredennoù pobl, h.a., kement-se 'ta ouzhpenn ar rannoù (ar)skiantel rik, ha gwelet gant pegement a boell ez eo doujet da dalvoudegezh an anvadurioù, hag ar splet a c'haller tennañ eus implij ar pennlizherennpù pe get.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 17 Gwe 2015 da 13:29 (UTC)
:An oberennoù war al loenoniezh pe al louzawouriezh a c'hell mont en tu all eus ar skiant a bledont ganti a-wezhioù, chom a reont oberennoù arbennik. An holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho ; hollegour eo-eñv. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 18 Gwe 2015 da 16:25 (UTC)
::N'emaon ket a-du gant da savboent, un holloueziadur en deus da zegas gouiziegezh er gwellañ doare. Hag un eston eo evidon gwelet ac'hanout, diouzh un tu, o tifenn mort reolennoù sonn hag hengounel war dachenn al lizherennaouiñ, hag o tamall ac'hanon d'ober gant stummoù rannyezhel, ha diouzh an tu all gwelet ac'hanout oc'h ober gant furmoù evel "skwer", "eñv", "moarvad"... ha n'int ket degemeret er genyezh.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 21 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)
:::Ne ’m eus ket roet ali ebet a-ziwar ar stummoù rannyezhel er pennadoù. Ha ne vern penaos n’emaomp ket o sevel ur pennad amañ. Padal e kavoc'h « skwer » [http://yabzh.com/2014/03/trochou-er-frazennou gant Yann Gerven e-barzh ''Ya !''] pe [http://www.agencebretagnepresse.com/cgi-bin/dico.cgi?dico=breton&key=skwer&buton=Traduire e-barzh geriadur gwer Favereau] (e peurunvan), da skwer... E-barzh an hevelep geriadur e kavoc'h « eñv » e-kichen « eñ ». Ho tigarez, me ho ped, evit ar fazi am eus graet pa ’m boa skrivet « moarvad » e-lec'h « moarvat ».
:::Ar pennlizherennoù ne zigasont ket gouiziegezh, n’eo aze nemet un dibab reolennoù. Sellit ouzh « Biologie des populations animales et végétales » gant Claude Henry, Dunod (2001) hag e kavoc'h reolennoù boaz al lizherennerezh ivez : « La chouette de l'Oural (Strix uralensis) », « le pic épeiche (Dendrocopos major) ». E-barzh ''Interactions durables'' gant Claude Combes (Éditions Masson, Collection Écologie, 1995) c'hoazh : « Corvus corone (corneille noire) », « la mésange charbonnière »... Meur a zoare d’ober a zo e bed ar vevoniezh. Ha war a seblant e vez graet muioc'h-mui hep ar pennlizherennoù. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 22 Gwe 2015 da 14:46 (UTC)
 
==Gup/Bultur==
Adsellet em eus ouzh skrid P. Herbert en ''[[Hor Yezh]]''. Evidon-me eo diarvar, ha mont a ra tre-ha-tre gant an hentennoù labour displeget gantañ en niv. 188. Evit ar yezh (ar)skiantel, hervez e lavar, n'eo ket bezañ "bultur" ha "gup" ar memes tra. N'haller ket reiñ anvioù heñvel da gerentiadoù ken disheñvel. Ur "golvan-aod" n'eo ket ur [[golvan]], n'eo ket ur [[golvaneg]] zoken; ur "voualc'h-dour" n'eo ket ur [[moualc'h|voualc'h]], ha n'haller ket o implijout evel-se er yezh (ar)skiantel. Er c'hontrol, ar yezh pemdez, al lennegezh… a ra ar pezh a gar war an dachenn-se.--[[Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|Trec&#39;hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec&#39;hlid mitonet|kaozeal]]) 3 Gwe 2015 da 15:43 (UTC)
:Mat eo ober gant an termenadurioù skiantel, ne ’m eus ket lavaret ar c’hontrol. Implijoù all an anvioù a c'heller menegiñ ivez evelkent. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 4 Gwe 2015 da 07:15 (UTC)
 
==Pennlizherennoù==
Demat deoc'h, Ha goût a rit e c'hallit goulenn ali an implijerien all diwar-benn ar c'hraf-mañ dre ur votadeg ? Marteze un doare da lakaat naetaat an tour-iliz hep brallañ ar c'hleier... :-)--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 22 Gwe 2015 da 16:26 (UTC)
Linenn 95 ⟶ 97:
 
== [[Geriadur brezhoneg An Here]] ==
 
Ho saludiñ,<br>''Testenn italek''
Amañ a-us emañ stumm reizh anv ar pennad, da'm soñj, pa'z eo [[An Here]] anv an ti-embann.<br>
Linenn 105 ⟶ 106:
Salud dit ! Gwelet 'm eus 'peus cheñchet un tamm an notenn am boa lakaet er pennad [[Astureg]]. N'ouzon ket petra eo soñj tud Al Liamm, met sur on e ra Gwenael Emelyanoff e-unan gant ar ger "astureg". Anavezout a ran an den ha gant ar ger-se e ra. [https://www.aureliogonzalezovies.com/otraslenguas-c24hg Amañ] e kavi ar ger "astureg", skrivet gantañ ivez (nemet e soñjfe dit eo bet skrivet gant Aurelio González Ovies ? ;-)). Klask a rin daoust ha skridoù all zo bet skrivet gantañ gant ar ger-se enno. Adlakaat a rin an notenn en he stumm kentañ, rak evel m'emañ n'eo ket splann e vez implijet ar ger gant G. Emelyanoff, ur brezhoneger hag a oar diouzh ar yezh-se. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 5 Ebr 2017 da 16:06 (UTC)
: Mat-tre. N'on ket sur e vefe ur "soñj" bennak war an astureg gant "tud Al Liamm", lakaomp e oarfent un tamm astureg. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 5 Ebr 2017 da 18:11 (UTC)
::Trugarez evit al liamm ur wezh ouzhpenn ! Ganin e oa bet lakaet an notenn-se war ar bajenn diwar ar pezh en doa skrivet [[Implijer:Llydawr|Llydawr]] war [[Kaozeal:Santa Bárbara bendita|ar bajenn-mañ]], met ne vern ket kalz. Adlakaet em eus an deiziad evelkent, rak an dra se a vez graet. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 5 Ebr 2017 da 18:34 (UTC)