Hedy West : diforc'h etre ar stummoù

87 okted ouzhpennet ,  5 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
'''Hedwig Grace West''', anavezet evel '''Hedy West''' ([[1938]]-[[2005]]) a oa ur ganerez [[stadunanat]], genidik eus arkreisteiz menezioùan a sav[[Appalachoù]], en hanternoz [[Georgia]]. [[500 Miles]], troet e meur a yezh, eo he c'hanaouenn brudetañ.
 
==He buhez==
Ganet e oa e [[Cartersville]], ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.
 
En 1959 ez eas [[Evrog Nevez]] hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e [[Columbia University]]. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù [[Greenwich Village]]. Kanañ a reas gant [[Pete Seeger]] en ur sonadeg e [[Carnegie Hall]]. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.
192 992

edits