Touvaeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D - pajenn adkas
Linenn 30:
Gant [[Lopsan-Chimit]], ur manac'h tuva bouddaek eo bet ijinet doare-skrivañ broadel kentañ an tuvaeg e deroù ar [[Bloavezhioù 1930|bloavezhioù 30]]. Gwasket eo bet Lopsan diwezhatoc’h e-pad spurjoù [[Jozef Stalin|Stalin]]. Lizherennoù roman a implije an doare-skrivañ-se dreist-holl, gant un nebeud lizherennoù nevez ouzhpenn evit merkañ sonioù an tuvaeg. Un nebeud levrioù zo bet embannet ennañ, en o zouez an taolioù esae kentañ evit deskiñ lenn d'an oadourien. Erlec’hiet eo bet lizherenneg Lopsan-Chimit diwezhatoc’h gant unan all diazezet war al [[lizherenneg kirillek]] en implij hiziv an deiz c’hoazh. Da-c’houde eo bet diverket roud doare-skrivañ ar manac’h eus al levrioù istor. Abaoe diskar an [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel|URSS]] eo krog an [[Tuvaed|Duvaed]] hag un nebeud tud lennek all da dreiñ o selloù en-dro war istor ar skrivañ e tuvaeg. Adskoulmet eo bet neudenn an istor bremañ.
 
Graet e vez en deiz a hiziv gant lizherenneg ar rusianeg eta, ouzhpennet enni teir lizherenn zibar ң (latin "ng" pe [[Lizherenneg Fonetikelfonetik Etrebroadeletrebroadel]] (API) [ŋ]), Өө (latin "ö", IPA [ø]), Үү (latin "ü", IPA [y]). Heuliañ-rik a ra al lizherenneg urzh al lizherenneg rusianek gant ң lakaaet just goude Н, Ө goude О, ha Ү goude У. Ne gaver pennlizherenn ebet evit al lizherenn ң n'en em ziskouez morse e deroù ger ebet.
 
== Lennegezh ==