Kampagn Guadalcanal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Emgann Guadalcanal''', '''Oberiadur brezel Watchtower''' pe '''Kampagn Guadalcanal''' a voe e-touez emgannoù pouezusañ an [[Eil Brezel-Bed]] war dachenn [[Brezel ar Meurvor Habask]]. Dalc'het e oa an enezenn gant [[Lu Impalaeriezh Japan]] pa zouaras 16000 soudard eus ar [[Stadoù-Unanet]] d'ar [[7 a viz Eost]] [[1942]] o tagañ war un-dro inizi all : Florida, Tulagi, Gavutu ha Tanambogo.
 
== Endro ==
Emañ Guadalcanal e-kreiz chadenn an [[inizi Salomon]], er biz da [[Aostralia]]. Evit Impalaerezh ar Japan e oa strategel-kenañ al lec'h neuze a-benn terriñ an eskemmoù etre ar Stadoù-Unanet hag Aostralia. Un dachenn kirri-nij a oa dija gant ar Japaniz e penn Norzh ar chadenn (war enezenn Rabaul), met ne c'hellent ket patrouilhañ war hec'h hed ken hir e oa.
 
Merdeadurezh a vrezel Bro-Japan e felle dezhi lakaat an inizi Salomon da sichenn strategel pennañ hag e krogas e 1942 ur programm aloubiñ. Savet e voe tachennoù evit ar c'hirri-nij brezel. Met dañjerus-kenañ e oa an aloubadegoù evit ar Re Unanet hag ur wezh anavezet ganto raktresoù ar Japaniz e tivizjont sevel ur bagad listri a-benn adtapout an inizi digant o enebour.
== OberennOberiadur brezel Watchtower ==
 
== Oberenn Watchtower ==
=== An douarañ ===
D'ar 7 a viz Eost 1942 e touaras rann-arme gentañ [[USMC|Marines]] ar Stadoù-Unanet e reter ar ster Tenaru. Ur souezh a voe evit ar Japaniz, a oa erruet ur miz a-raok nemetken war an enezenn war veg Lunga. Dre ma ne oa eno nemet soudarded japanat an Ijinoù e voe aes d'an Amerikaned aloubiñ tachenn an aerborzhig. Kregiñ a reas ar Marines da echuiñ gant kempenn an dachenn. Ne oa ket bet douaret o dafar met eürusamant e oa bet laosket kalz traoù gant ar Japaniz. Anvet e voe an aerborzhig Henderson hag a-ziwar-neuze e teuas da vezañ pal nesañ an holl emgannoù war an enezenn.