Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Astenn
Linenn 12:
 
Enebiñ a reas ar brezel [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|ar Gevredidi]] hag [[Japan#Istor|Impalaeriezh Bro-Japan]], skoazellet en un doare berr gant [[Thailand]] hag ivez gant broioù an [[Ahel Roma-Berlin-Tokyo|Ahel]], an [[Trede Reich]] hag [[Italia|Italia faskour]]. [[Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki]], ha bombezadegoù all gant aerlu ar [[Stadoù-Unanet]], heuliet gant aloubadeg Manchouria gant ar [[URSS|Rused]] d'an 8 a viz Eost 1945, a redias Bro-Japan da godianañ hag e echuas an Eil Brezel-bed d'ar 15 a viz Eost 1945. Kodianadur ofisiel Bro-Japan a oa sinet e bourzh al lestr-brezel USS Missouri BB-63 6 e [[Bae Tokyo]] d'an 2 a viz Gwengolo 1945.
== Anvioù ar brezel ==
Evit ar vroioù eus an tu [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|kevredet]] e-pad ar brezel e veze graet gant an anv "The Pacific War" met ne oa ket implijet evel ma vefe ul lodenn zisheñvel eus peurrest an Eil Brezel-bed. Graet e oa ivez gant an droienn ''the War against Japan''. Er [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] an anv ''Pacific Theater'' a oa implijet kalz ivez.
 
E-kostez Japan e oa graet gant '''Brezel meur Azia Reter''' (大東亜戦争 '''Dai Tō-A Sensō'''), ur choaz gant ur mennad kuzul meur d'an 10 a viz Kerzu 1941, evit ober eus an div brezel an hini enebet ouzh broioù ar C'hornôg hag an Azia e Sina. An anv-se a voe embannet d'ar bed holl d'an 12 a viz Kerzu, an displegadenn da awen ar brezel a oa hervez Japan da gavout er c'hoant a oa gant broadoù Azia da gaout an dieubidigezh diouzh galloudoù ar C'hornôg. Hent an dieubidigezh a oa da vezañ kavet gant sikour nerzhioù lu [[Sferenn Berzh-mat Azia Reter Meur]]. Pennoù uhel Impalaeriezh Japan a gendeuzas, ar pezh a oa hervezo an darvoud Japan–Shina (日支事変 Nisshi Jihen), gant Brezel meur Azia Reter.
 
E-pad [[dalc'hidigezh Japan|dalc'hidigezh milourel Japan]] gant ar Stadoù-Unanet (1945–52), an termenadurioù implijet gant ar japaniz a voe difennet groñs er skridoù ofisiel, met an implijioù maez ofisiel a gendalc'has. Dont a reas da vezañ anvet ar brezel evel Brezel ar Meruvor Habask (太平洋戦争 Taiheiyō Sensō). E Japan, Brezel ar Pemzek vloaz (十五年戦争 Jūgonen Sensō) a vez implijet ivez, kemeret e vez e kont neuze ar mare etre [[Darvoud Mukden]] eus 1931 betek 1945.
== Notennoù ==
{{Daveoù}}