ETA : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''ETAren_anagrama_Altsasun_(square).jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant INeverCry
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Euskadi Ta Askatasuna''' pe '''ETA''' ({{LFE|[ˈɛːta]}}; [[euskareg]] evit ''Euskadi ha Frankiz'') zo anv un aozadur [[Broadelouriezh Euskadi|dizalc'hour euskarat]] ledvilourel a zo e bal krouiñ ur [[Stad]] [[dizalc'hiezh|dizalc'h]] ha [[sokialouriezh|sokialour]] en [[Euskadi]], distag eus Stadoù [[Frañs]] ha [[Spagn]]. D'an [[22 Meurzh|22 a viz Meurzh]] [[2006]] ez eus bet disklêriet gant an aozadur un harz-an-tan da badout. Embannet eo bet gant mouezh ar strollad e oa prest ETA da harpañ "un argerzh demokratel en Euskadi a-benn sevel ur framm labour nevez m'eo anavezet hor gwirioù evel pobl ha m'eo gwarantet an tu da ziorren en un doare digor an holl emdroadurioù politikel a c'hall bezañ evit an amzer da zont." Sellet e vez ouzh ETA evel ouzh un aozadur [[sponterezh]] gant Stadoù [[Frañs]], [[Spagn]], [[Stadoù-Unanet Amerika]] hag [[Unaniezh Europa]]. Ouzhpenn 800 den zo marvet da-heul taolioù bet anzavet gant ar strollad.
 
Lugan ETA zo ''Bietan jarrai'' ("Dalc'hit d'an daou anezho"). Ober a ra dave d'an div skeudenn a gaver war banniel ETA, an naer (arouez an derc'hel kuzh hag ar widre) korvigellet en-dro d'ur vouc'hal (arouez an nerzh). E [[1959]] e oa bet krouet ETA dindan renad ar jeneral [[Francisco Franco|Franco]]. Buan eo emdroet eus ur strollad a zifenne an doareoù bevañ hengounel d'ur strollad armet.

Setu an daou c'houlenn pennañ hiziv : (1)
# krouidigezh ur gouarnamant sokialour dizalc'h war dachenn Euskadi etre Frañs ha Spagn, ha, (2).
# Frankiz evit prizonidi ar strollad barnet d'ar vac'h pe o c 'hortoz bezañ barnet.
 
 
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/ETA »