Brezel Goañv : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Brezel ar Goañv''' ('''talvisota''' e finek, vinterkriget e swedek, Зимняя война e rusek), anavezet ivez dre an anv '''Brezel Finland-Soviedel''' pe '''Brezel Rusek-finlandat''', a oa bet ur brezel kroget d'an [[30 a viz Du]] [[1939]] gant aloubadeg Finland gant an [[Unvaniezh Soviedel]], nebeut amzer goude ma voe bet c'hwitet ar marc'hata etre ar Soviediz ha Finland gant ar pal sevel ur zonenn nann milourel evit difenn kêr [[Leningrad]]. Ar gêr Rusian-se a oa tost-tre diouzh an harzoù, ha tost neuze ma vefe un dagadenn eus an Unvaniezh gant an Alamagn Nazi. Dre an [[Emglev Molotov-Ribbentrop]], al lodenn guzh d'ar c'hevrad, Finland a oa bet lakaet e sferenn beli ar Soviediz.
[[Restr:Dead Russian soldier in the Winter War 1939.jpg|thumbnail|upright|left|Soudard rusian skornet lakaet a-ratozh war-sav gant soudarded Finland evit spouronañ ar Soviediz.]]
 
An Unvaniezh Soviedel a oa bet o klemm evit pakañ lodennoù eus tiriad Finland, evel-se e oa bet goulennet (gant traoù all) e vefe roet dezhi gant Finland lodennoù tiriadoù war an harzoùa-enep douaroù e lec'hioù all. Digarez pennañ ar Soviediz a oa abegoù surentez, dreist-holl difenn kêr Leningrad, na oa nemet 32 km diouzh harzoù Finland.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}