Ivan Tyulenev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Mae 2017 da 20:38

Ivan Tyulenev (Rusianeg: Ива́н Влади́мирович Тюле́нев) ganet d'an 28 a viz Genver 1892 hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Eost 1978 a oa un ofiser uhel soviedat, unan eus ar re gentañ a voe lakaet da jeneral el Lu Ruz e 1940.

Ivan Tyulenev enoret war un timbr soviedat e 1979.

Buhez

Tyulenvev a oa bet ganet en ur familh soudarded e gouarnamant Simbirsk (hiziv Oblast Oulyanovsk) trevadenn Shatrashany. Labouret en devoa e uzinoù hag evel pesketour war ar mor Kaspian a-raok bezañ enrolet e Lu Impalaeriezh Rusia er bloavezh 1913. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa soudard er rejimant dragoned Kargopolsky e Kendalc'h Polonia. Bez e voe enoret gant medalenn Urzh Sant Jorj evit e varregezh ha kalon en emgann.

Tyulenvev a emezelas el Lu Ruz dres goude ar Reveulzi e-pad Brezel diabarzh Rusia er 1añ lu marc'hegiezh. Kemeret en devoa perzh ivez e flastradenn Emsavadeg Kronstadt ha goude-se e-pad ar Brezel Polonia-Soviet. E 1939 e oa penn an 12vet arme URSS e-pad aloubadeg Polonia gant an nerzhioù lu soviedel. Lakaet e voe d'ar renk a jeneral eus al lu e 1940.