Pêr-Jakez Heliaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
Un den er-maez eus an [[Emsav]] e chom e vuhez-pad, o klask ober gant e zaou sevenadur war un dro, o skrivañ kerkoulz e brezhoneg hag e galleg. Un den a-gleiz eo, tost-kar d'ar gomunisted : ezel eo deus ar strolladoù [[Ar Falz]] hag [[Emgleo Breiz]]. Embann a ra pennadoù er gelaouenn ''La Bretagne à Paris'' hag er gazetenn bemdeziek ''[[Ouest-France]]''. Diwar ar gronikenn divyezhek embannet er gazetenn-se bep sizhun e sav e benn-oberenn ''Le Cheval d'orgueil'', lakaet da zont er-maez doare ul levr e [[1975]]. Ennañ e tispleg e yaouankiz ha buhez an dud anvet gantañ dre ar munud. Ar mod en deus da daolenniñ pep tra a laka e levr da vezañ kazimant ur studiadenn diwar-benn doare an dud da vevañ war ar maez gwechall er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], evel ma vije bet savet gant un etnologour. Kerkent hag embannet e ra berzh spontus e levr. Troet eo e nousped yezh hag anvet eo dre ar bed. Rebechet eo bet outañ koulskoude bezañ aozet un oberenn m'eo troet enni sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war an amzer dremenet.[[File:Cléden-Poher 33 L'école publique Per Jakez Hélias.jpg|thumb|Skol publik [[Kledenn-Poc'hêr]] Pêr-Jakez Héliaz|280x280px]]
 
E [[1977]] eo embannet gantañ al levr ''Les Autres et les miens'', un dastumadeg koñchennoù priziet mat. Goude e sav romantoù e galleg. E varzhoniezh vrezhonek a vez priziet kemend-all, evel el levrioù ''Maner kuz/Manoir secret'' hahag ''LaAr Pierre du Oui/Men ar YaDu''.
 
E [[1971]] e kemer perzh en abadennoù brezhonek ''Breizh o veva'', skignet dre ar skinwel.