Micaela de Luján : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Micaela de Luján''' (1570?-1614?) a oa un aktourez spagnol, muzenn ha serc'h an oberour [[Félix Lope de Vega]]. En oberenn ar barzh eo anvet Camila Lucinda pe Luscinda. mamm e oa d'al leanez ha barzhez [[Marcela de San Félix]].
 
N'ouzer ket pelec'h e oa ganet, ha meur a lec'h zo meneget : Espinosa de los Monteros, Membrilla, Viso del Marqués, hag hervez mammennoù zo e vefe en [[Madrid]]. Komedianez e oa er Mesón de la Fruta, en [[Toledo]] ha krediñ a reer e paouezas da c'hoari war c'houlenn Lope de Vega pa grogas o darempred en 1598, petra bennak m'en em anavezent adalek 1595. D'ar poent-se e oa dimezet Micaela d'an aktour Diego Díaz de Castro, ac'h eas kuit en 1596 da Berou, ma varvas en 1603, ha Micaela he devoa bet pevar bugel gantañ (Agustina, Dionisia, Jacinta ha Juan). Pemp bugel all he doe gant Lope: Ángela, Mariana, Félix, Marcela, merc'h muiañ karet ar barzh, ganet en 1605 en Toledo; ha Lope Félix de Vega Carpio, anvet "Lope el Mozo", ganet en 1607, en Madrid, hag anavezet evel mab da Lope ha Micaela.
 
Serc'h da Lope e oa Micaela de Luján pa oa o chom da gentañ en Toledo, goude en Sevilla (ma tremenas Lope meur a viz entre 1602 ha 1604). Diwezhatoc'h e tistroas da chom da Doledo ha da ziwezhañ ez eas da chom da Vadrid, d'an ti ma feurme Lope, adal 1607, evit e diegezh besterd, er straed Fúcar.
Linenn 10:
Ur vaouez kenedek e oa, meleganez, gwenn he c'hroc'hen, "de ojos zarcos o azules", hervez ma skrivas Lope.
 
==O bugale==
Daou eus bugale Micaela, Marcela ha Lope Félix, a zeuas da vras. Pa varvas Juana de Guardo en 1613, e kemeras Lope Marcela (8 vloaz neuze) ha Lope Félix, bihanañ bugale Micaela de Luján.
 
Marcela a chomas gant he zad betek 1622, ha neuze ez eas d'ar gouent amezek, hini an Trinitarias Descalzas, ma vevas tri bloaz ha tregont goude marv ar '' Fénix de los Ingenios'', ha ma c'hounezas brud evel skrivagnerez.
 
Evit Lope Félix a voe soudard, a vrezelas a-enep Izelvroiz ha Turked, hag ac'h eas da venezuela da glask perlez. peñse a reas , beuzet e voe. E dad a skrivas ur [[marvgan]] dezhañ.