Micaela de Luján : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Micaela de Luján''' (1570?-1614?) a oa un aktourez spagnol, muzenn ha serc'h an oberour [[Félix Lope de Vega]]. En oberenn ar barzh eo anvet Camila Lucinda pe Luscinda. mamm e oa d'al leanez ha barzhez [[Marcela de San Félix]].
 
N'ouzer ket pelec'h e oa ganet, ha meur a lec'h zo bet meneget : [[Espinosa de los Monteros]] (e [[proviñs Burgos]]), [[Membrilla]], Viso del Marqués, hag hervez mammennoù zo e vefe en [[Madrid]]. Komedianez e oa ere [[c'hoariva]] ar [[Mesón de la Fruta]], en [[Toledo (Spagn)]], ha krediñ a reer e paouezas da c'hoari war c'houlenn Lope de Vega pa grogas o darempred en 1598, petra bennak m'en em anavezent adalek 1595. D'ar poent-se e oa dimezet Micaela d'an aktour Diego Díaz de Castro, ac'h eas kuit en 1596 da Berou, ma varvas en 1603, ha Micaela he devoa bet pevar bugel gantañ (Agustina, Dionisia, Jacinta ha Juan). Pemp bugel all he doe gant Lope: Ángela, Mariana, Félix, Marcela, merc'h muiañ karet ar barzh, ganet en 1605 en Toledo; ha Lope Félix de Vega Carpio, anvet "Lope el Mozo", ganet en 1607, en Madrid, hag anavezet evel mab da Lope ha Micaela.
 
Serc'h da Lope e oa Micaela de Luján pa oa o chom da gentañ en Toledo, goude en Sevilla (ma tremenas Lope meur a viz entre 1602 ha 1604). Diwezhatoc'h e tistroas da chom da Doledo ha da ziwezhañ ez eas da chom da Vadrid, d'an ti ma feurme Lope, adal 1607, evit e diegezh besterd, er straed Fúcar.