Micaela de Luján : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Micaela de Luján''' ([[1570]]?-[[1614]]?) a oa un [[aktour]]ez [[Spagn|spagnol]], muzenn ha serc'h an oberour [[Félix Lope de Vega]]. ''Camila Lucinda'' pe ''Luscinda'' eo hec'h anv en oberenn ar barzh. Mamm e oa d'al [[leanez]] ha [[Barzhoniezh|barzhez]] [[Marcela de San Félix]].
 
N'ouzer ket pelec'h e voeoa ganet, ha meur a lec'h zo bet meneget : [[Espinosa de los Monteros]] e [[proviñs Burgos]]), [[Membrilla]], Viso del Marqués, ha hervez mammennoù zo e vefe en [[Madrid]]. Komedianez e oa e [[c'hoariva]] ar [[Mesón de la Fruta]], en [[Toledo (Spagn)|Toledo]], ha krediñ a reer e paouezas da c'hoari war c'houlenn Lope de Vega pa grogas o darempred en [[1598]], petra bennak m'en em anavezent adalek [[1595]]. D'ar poent-se e oa dimezet Micaela d'an aktour Diego Díaz de Castro, ac'h eas kuit en [[1596]] da [[Perou|Berou]], ma varvas en [[1603]], ha Micaela he devoa bet pevar bugel gantañ (Agustina, Dionisia, Jacinta ha Juan). Pemp bugel all he doe gant Lope : Ángela, Mariana, Félix, Marcela, merc'h muiañ karet ar barzh, ganet en [[1605]] en Toledo ; ha Lope Félix de Vega Carpio, lesanvet ''Lope el Mozo'' ("Lope er Servijer"), bet ganet en [[1607]] en Madrid hag anavezet evel mab da Lope ha Micaela.
 
Serc'h da Lope e oa Micaela de Luján pa oa o chom da gentañ en Toledo, goude en [[Sevilla]] ma tremenas Lope meur a viz entre [[1602]] ha [[1604]]. Diwezhatoc'h e tistroas da chom da Doledo ha da ziwezhañ ez eas da chom da Vadrid, d'an ti ma feurme Lope adal [[1607]] evit e diegezh besterd, er straed Fúcar.
 
Betek [[1610]], pa zeuas-hi da chom da Vadrid, e veze ''el Fénix'' o vevañ entre ti e serc'h hag e hini e Toledo, ma edo e wreg Juana de Guardo. Gant Juana edo o chom en Madrid betek 1604, en Toledo etre 1604 ha 1610, bloavezhar bloaz ma tistroas da Vadrid.<br>
Adalek [[1608]] e yenaas an darempred etre Micaela ha Lope, ha goude ganet "Lopito" (Lope el Mozo), ne ouzer netra anezhi ken.
 
Ur vaouez kenedek e oa, meleganez, gwenn he c'hroc'hen, ''de ojos zarcos o azules'', "arcdamc'hlas pe glas he daoulagad" hervez ma skrivas Lope.
 
==O bugale==