k
{{Taxobox Loen | Liñs Pardel | Lince.jpg | Lynx pardinus|statud=CR }}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
{{Taxobox Classis | Mammalia}}
{{Taxobox Ordo | Carnivora }}
{{Taxobox Familia | Felidae }}
{{Taxobox Genus | Lynx }}
{{Taxobox Anv skiantel |Lynx pardinus | [[Coenraad Jacob Temminck|Temminck]], [[1827]] }}
{{Taxobox CITES | I | 18-01-1990 }}
{{Taxobox CITES | II | 04-02-1977 }}
{{Taxobox CITES | III | 22-04-1976 | (e [[Tunisia]]) }}
{{Taxobox Echu}}
'''Liñs Iberia''', pe '''liñs Pardel''', (''Lynx pardinus'' pe ''Felis pardina'') a zo ur spesad eus ar [[genad]] ''Lynx''.
== Perzhioù ==
Heñvel a-walc'h ouzh [[liñs Eurazia]] eo liñs Iberia hag unan eus e isspesadoù a veze graet anezhañ n'eus ket pell 'zo. Bihanoc'h eo avat, ha marellet eo e vlevenn pa n'eus nemet roudennoù damsklaer war hini e genderv en hanternoz.
Pouezañ a ra war-dro 12-13 [[kg]], un tammig nebeutoc'h evit ar parezed. Ar pared a vuzul 98 cm hag ar parezed 88 cm gant ul lost 12-13 cm. An aneval tostañ eus liñs Eurazia eo moarvat ha gantañ e kenvevas er [[pireneoù]] war a seblant. Debriñ a ra bronneged bihan dreist holl evel ar [[konikl|c'honikled]] pe ar [[gad|gedon]]. Er c'hoadegoù ha strouezhegoù e vev dreist holl.
Ar parezed o deus etre unan ha pemp kolen e Meurzh pe Ebrel goude un dougen a zaou viz. Gouennañ a c'hellont goude ur bloaz.
== Annez ==
[[Restr:Mapa distribuicao lynx pardinus defasado.png|thumb|left|225px|Tiriad liñs Iberia]]
Unan eus anevaled ralañ Europa eo al liñs pardel. Bevañ a rae gwechall el ledenez a-bezh ha ne dreuzvev hiziv nemet en un nebeud rannvroioù. Ne vefe mui nemet 150 anezho en natur hag e [[Coto Doñana]] hag [[Andújar]] hepken e vefe ar boblañs bras a-walc'h evit ma c'hellfent gouennañ. Al liñs pardel a zo gwarezet gant al lezenn met en arvar emañ c'hoazh en abeg d'ar bigrierezh, da zistrujadur e annez ha d'ar [[miksomatoz]] a zo bet dinodet e breizhoù gantañ.
E 2005 e voe ganet liñsoù Iberia en ur mirlec'h evit ar wech kentañ, ar pezh a laka da esperiñ saveteiñ ar [[spesad]] zoken ma ya da get en natur.
== Liammoù diavaez ==
[http://web.archive.org/20021217191535/members.aol.com/cattrust/spanish.htm Al liñs pardel]
<!-- etrewiki -->
[[Rummad:Felidae]]
[[Rummad:Loened Iberia]]
|