Sant-Yagu-an-Enez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 28:
== Istor ==
''Sant-Yagu-an-Enez'' a vez graet eus ar gumun e brezhoneg, ha neket ''Sant-Yagu-ar-Mor'' e-giz ar galleg, rak e-pad pell e oa un enezenn anezhi. Staget e voe-hi tamm-ha-tamm ouzh an [[douar-bras]], gant an traezh berniet a bep tu d'ar roudour, e bae an [[Argenon]] ha hini [[Beaussais]]. E-pad pell e reas Santyaguiz ''l'Isle'' (an Enez) eus o c'humun, hag el lec'hanvadurezh e chom roudoù eus ar mare-se, da skouer ''le Chef de l'Isle'', ar gêriadenn e penn pellañ ar gourenez.<br />
Eviti da vezañ enkelc'hiet gant [[eskopti Sant-Maloù]] e oa stag ouzh [[eskopti Dol]]
*[[Landoag]], ape Landouar (?) e oa anv ar barrez a-raok donedigezh aran daou vreudeurvreur [[Yagu]] ha [[Gwezhenneg]], menec'h a [[Vro-Gembre]], a ziazezas ur manati eno er {{Vvet}} kantved.<br />
*878 : devet ar manati gant an Normaned
*1008 : adsavet an abati
*1790 : savet ur gumun anvet ''Isle-Jacut'' ha goude Port-Jacut.
*1873 : anvet '' Saint-Jacut-de-la-Mer''.
 
 
 
===XXvet kantved===
E penn kentañ an {{XXvet}} kantved e oa Sant-Yagu ur porzh pesketaerezh a-bouez, evit ar [[brezhell|brizhilli]] dreist-holl. E 1930 e oa an eil porzh brasañ e departamant [[Aodoù-an-Hanternoz]].