Jean-Louis Latour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q3166843 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
'''Jean-Louis Latour''' zo bet ganet d’ar [[25 a viz Mae]] [[1935]] e [[Montroulez]]. Aet eo da Anaon d'ar [[6 a viz Mezheven]] [[2017]] e [[Redon]]. Labourat a rarae evit kas sevenadur Breizh war-raok ha brudañ anezhañ.
 
Jean-Louis Latour zooa a orin eus ur familh martoloded (XIX{{vet}} kantved), soudarded ha kenwerzhourien. Dimezet eooa gant Marie Christine ha pevar bugel o deus bet : Kireg, Gaelle, Nolwenn hag Anaïg.
E-kerzh an [[Eil Brezel-bed]] e oa bet merket e spered gant darvoudoù a oa. Gloazet fall e oa bet e vreur, bet tec'het kuit da [[Bro-Saoz|Vro-Saoz]] e miz Mae 1940 pa oa en e seitek vloaz, e miz Eost 1944 e-kichen Alençon gant an (2{{e}} D.B.). 40 bugel a oa bet lazhet e miz Genver [[1943]] pa oa kouezhet ur vombezenn war e skol e [[Montroulez]]. Ken spontet e oa bet gant an darvoud-se ha m’o doa divizet e dud kas anezhañ da vevañ en un ti-feurm eus [[Plegad-Gwerann]], ma veze graet gant ar brezhoneg. E miz Here [[1945]], e [[Redon]], en doa dizoloet ar [[gallaoueg]] ; tapet en doa e vachelouriezh war ar brederouriezh e [[Naoned]]. Pa oa oc’h ober e goñje, etre [[1957]] ha [[1960]], e oa karget eus an [[F.S.N.A]] (Gallaoued a orin eus Norzh Afrika]]. Kentelioù a roe dezho hag evel-se en doa dizoloet ar sevenadur [[muzulman]]. Etre [[1960]] ha [[1971]] e oa bet [[Kuzulier-skol]] en deskadurezh-Stad. E [[1960]] en doa graet anaoudegezh gant [[Albert Poulain]]. E-pad bloavezhioù e oa bet gwelet an daou gomper o tastum hag o kanañ ar pozioù dastumet ganto. Kanet en doa evel-se er [[festoù-noz]] hag er sonadegoù betek [[1985]] (er bloavezh 1985 e oa bet embannet ar bladenn gentañ warni kanaouennoù gallaouek eus Bro [[Redon]]). Etre [[1972]] ha [[1995]], tapet gantañ ur vestroniezh war ar [[keheñtiñ sokial|c’hehentiñ sokial]], e oa bet rener ar Greizenn Sokial KGT (kef-goproù tiegezh). Eus [[1965]] da [[2002]] e oa bet emsaver evit kas war-raok an touristerezh. Bet e oa bet war un dro Prezidant Ti an Douristed e Redon, e-pad 13 vloaz, ha Prezidant Bro Degemer an Douristed. Medalenn arc’hant an touristerezh en doa bet dre ma oa bet difennet gantañ keal Breizh hag he sevenadur. E [[1965]] e oa deuet da vezañ sekretour [[Kendalc'h]] ha labourat a reas kalz evit lakaat sevel ar greizenn sevenadurel vreizhat kentañ “Ti Kendalc'h". Karget e oa bet gant e wreg Marie Christine eus an dud a-youl-vat e-pad seizh vloaz. E [[1985]] e oa deuet da vezañ prezidant [[Kendalc'h]] hag ezel eus [[Kuzul Sevenadurel Breizh]] (KSB). Etre [[1993]] ha [[2003]] e oa bet prezidant KSB, war-lerc’h [[Pêr Denez]]. Deuet e oa da vezañ ezel eus [[Kuzul Armerzhel ha Sokial ar Rannvro (KASR)]] e [[1998]] evel dileuriad evit ar sevenadur bihanniver. Ezel eooa eus [[Urzh an Erminig]].
 
{{DEFAULTSORT:Latour, Jean-Louis}}
Linenn 10:
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Urzh an Erminig]]
[[Rummad: marvioù 2017]]