Hilda Whitby : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Santez '''[[Hilda Whitby]]''' (war-dro 614 - 680), a oa [[abadez]] en [[abati Hortlepool]] da gentañ, en [[abati Whitby]], en [[Northumbria]], goude. Brudet e oa he furnezh, ha dont a rae rouaned da c'houlenn ali diganti. Lakaet eo bet da santez gant an ilizoù katolik, reizhkredennek, hag anglikan.
 
Gournizez e oa d'ar roue [[Edwin Northumbria]]. En abati Whitby ma oa abadez eo e vije bet bodadeg eskibien
 
Meneget e voe hec'h anv e deiziadur Willibrord Utrecht, met anavezet eo dreist-holl gant oberenn [[Beda Venerabilis]], an ''Ecclesiastical History of the English People'', e 731, ma ra anv eus ar Saozon o vont da gristenien.
 
Lidet e vez d'ar [[17 a viz Du]] gant an [[Iliz katolik]] ha d'an [[19 a viz Du]] gant an [[Iliz anglikan]].
 
 
[[Rummad:Sentezed]]