Elmet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Rouantelezhioù_an_norzh.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant INeverCry
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ne ouzer nemet nebeut a dra diwar-benn istor ar rouantelezh. Unan eus he rouaned en deus kemeret perzh er c'hevredad bleiniet gant [[Urien Rheged]] da ziarbenn [[Angled]] [[Bernicia]] e [[590]]. Goude muntr Urien ha diskar e rouantelezh e voe gourdrouzet Elmet muioc'h-muiañ gant rouantelezh [[Northumbria]], nevez krouet, ha dav e voe dezhi sevel mogerioù-difenn war-dro [[Barwick-in-Elmet]].
 
E [[616]] e voe aloubet ha distrujet ar rouantelezh gant [[Edwin Northumbria]]. N'eo ket sklaer petra a oa abeg ar brezel met marteze eo muntr Hereric e oa, un ezel eus familh roueel Northumbria harluet en '''Elmet''', tad santez [[Hilda.]]
 
E [[632]] e voe adaloubet ar rannvro gant [[Cadwallon ap Cadfan]] eus [[Gwynedd]] goude e drec'h war [[Edwin Northumbria]] en [[emgann Meigen]]. Tri bloaz diwezhatoc'h e voe faezhet Cadwallon gant [[Oswald Bernikia]] en [[emgann Cantscaul]] ha kollet da vat e voe Elmet evit ar Vrezhoned.