Rory Gallagher : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
E strollad kentañ eo ar « Fontana Show Band », ur strollad bal anezhañ, a reas gantañ sonadegoù a-leizh. Gant ar strollad [[Taste]] eo e krogas e remzad evit gwir, e [[1966]], pa voe distro e [[Cork]]. E penn-kentañ e oa Eric Kitteringham d'ar gitar boud ha Norman Damery d'an taboulinoù. Seniñ a rejont e [[Cork]] enta ma teujont da vezañ brudet a-walc'h kent mont da [[Hamburg|Hambourg]] e 1967. Bloaz war-lerc'h e sonjont e Bro Saoz hag int ha dispartiañ : dezrevellet e vez o dije goulennet tud al label Polydor ma vije erlec'hiet Kitteringham ha Damery ouzh Richard McCracken ha John Wilson kent lerc'hwezañ ur bladenn evit ma vije un diazez gwelloc'h gant an taboulinoù hag ar gitar boud. Sonet e voe er Stadoù-Unanet hag e Bro Ganada ganto neuze adalek 1969 gant [[Blind Faith]] hag e 1970 war [[Enez Wight]] da geñver " [[The Isle Of Wight Rock Festival]] " ma oa ivez [[The Doors]], [[Jimi Hendrix]], [[The Who]] ha strolladoù brudet all... D'ar mare-se e oa an darempredoù fall a-walc'h etre ar strollad hag e ardead a-gaoz d'an argant. Fin a voe dezhañ e miz Here 1970.
 
Rory Gallagher a zivizas 'ta kenderc'hel gant ar sonerezh hag en em lakaas da glask sonerion nevez evit sevel e strollad e deroù ar bloaz 1971. D'ar gitar boud e tibabas [[Gerry McAvoy]] ha d'an taboulinoù [[Wilgar Campbell]], daou Iwerzhonad ivez a sone er strollad Deep Joy en doa sonetdigoret meur a wech a-raoksonadegoù Taste : gante o-daou e lerc'hwezo Gallagher e ziv bladenn gentañ, " Rory Gallagher " ha " Deuce " hag ur sonadeg : " Live in Europe ". E 1972, arur an tabouliner Wilgar Campbell a yeas kreñvoc'h-kreñvañ ha ne voe ket evit mont gant ar c'harr-nij ken, pezh a viras outañ a genderc'hel gant ar sonadegoù. Mont kuit eus ar strollad a reas neuze.
 
==Pladennoù==