Ksenofon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
An [[Anabasis]] ( Ἀνάβασις e gregach) eo e oberenn bouezusañ, seizh levrenn anezhi, savet war-dro [[-370]].
 
Ganet e oa en Erchia en [[Attika]]. Mab e oa d'un den pinvidik anvet Gryllos. Arvar zo war bloaz e c'hanedigezh : war-dro -430 ma oa paotr yaouank e deroù an Anabasis ; met bloazioù all zo kinniget gant istorourien zo : -426, dre ma oa an oad izelañ evit kemer perzh en dro-vreze[[ Lesbos]], en -428/-427 hervez an istorourez Claude Mossé.
 
Daremprediñ a reas ar sofourien, en o zouez Prodikos e [[Tebai]]. Diskibl e voe da [[Sokrates]].
 
==-404/-401==
Diskibl e voe da [[Sokrates]]. Enebet eo ouzh adsavidigezh an demokratelezh goude tiranterezh an Tregont. E-touez diskibien Sokrates n'en em gleve ket gant Aristippe, na gant Platon. Hervez Fotios e voe diskibl da Isokrates. Hervez [[Strabon]] ha [[Diogène Laërce]] e vije bet Ksenofon en [[emgann Delion]], ma voe saveteet e vuhez gant Sokrates pa oa kouezhet diwar e varc'h, un dra ha ne c'hall ket bezañ pa ouzer e voe ganet Ksenofon
e -430 pe -426, hag e oa emgann Delion e -424. kement-se ne vfe nemet ur vojenn ganet diwar abadenn savete Alkibiades en emgann Potidée gant Sokrates.