Karanos (hetair) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Karanos''' (Κάρανος; marvet e -329), a oa un ofiser eus falanks Makedonia, eus ur c'horfarme anvet ''hetaired'' (ἑταῖροι /hetairoi) ha kaset..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Gou 2017 da 22:08

Karanos (Κάρανος; marvet e -329), a oa un ofiser eus falanks Makedonia, eus ur c'horfarme anvet hetaired (ἑταῖροι /hetairoi) ha kaset gant Alesant Veur a-enep Satibarzanes p'endoe, eil tro dezhañ, bountet Aria d'en em sevel. Trec'h e voe an hetaired, ha lazhet Satibarzanes e goañvezh ar bloaz -330.

En -329 e voe kaset Karanos, war un dro gant Andromac'hos ha Menedemus, dindan al Likian Pharnuches, da enebiñ ouzh Spitamenes, satrap Sogdiana a oa en em savet. Pa dostajont ouzh arme ar satrap, a oa o lakaat seziz war gêr Marakanda, e troas egile da vont d'an emgann, ha trec'h e voe warne gant skoazell Skited war varc'h, ma voe ret dezhe mont da glask repu en tu all d'ar stêr Polytimetus, da guzhat e-touez ar gwez. Klask a reas Karanos treuziñ gant e varc'hegerien, hag e soudarded war droad a glaskas mont war e lerc'h en dizurzh, ma voent lazhet gant an enebourien.