Karanos (hetair) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Karanos''' (Κάρανος; marvet e -329), a oa un ofiser eus falanks Makedonia, eus ur c'horfarme anvet ''hetaired'' (ἑταῖροι /hetairoi) ha kaset..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Karanos''' (Κάρανος; marvet e [[-329]]), a oa un ofiser eus [[falanks]] Makedonia, eus ur c'horfarme anvet ''[[hetaired]]'' (ἑταῖροι /hetairoi) ha kaset gant Alesant Veur a-enep [[Satibarzanes]] p'endoe, eil tro dezhañ, bountet [[Aria (rannvro)]] (en [[Afganistan]] hiriv) d'en em sevel. Trec'h e voe an hetaired, ha lazhet Satibarzanes e goañvezh ar bloaz [[-330]].
 
En [[-329]] e voe kaset Karanos, war un dro gant [[Andromac'hos]] ha [[Menedemus]], dindan al [[Likian]] [[Pharnuches]], da enebiñ ouzh [[Spitamenes]], [[satrap]] [[Sogdiana]] a oa en em savet. Pa dostajont ouzh arme ar satrap, a oa o lakaat seziz war gêr Marakanda, e troas egile da vont d'an emgann, ha trec'h e voe warne gant skoazell Skited war varc'h, ma voe ret dezhe mont da glask repu en tu all d'ar stêr Polytimetus, da guzhat e-touez ar gwez. Klask a reas Karanos treuziñ gant e varc'hegerien, hag e soudarded war droad a glaskas mont war e lerc'h en dizurzh, ma voent lazhet gant an enebourien.