Hetaira : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
== Istor ==
E kevredigezh Hellaz kozh e oa an '''hetaerai''' maouezed dizalc'h anezho, mestrezed war o feadra, a-wechoù pinvidik ha pouez dezho, o devoa da wiskañ dilhad diouzh o micher ha da baeañ tailhoù. Ar re uhelañ eus ar gisti e oant. Ne werzhent ket o c'horf pe o zroioù-micher ken alies. Desket e oant, ha gouest d'ober kaoz gant tud a zeskadurezh, goude ma n'eus ket emglev etre an istorourien war gement-se.
 
Estrenezed eoant peurliesañ, bet [[sklaverezh|sklavezed]] alies ; brudet e oant abalamour d'o ampartiz da zañsal pe da seniñ, pe abalamour d'o c'horf. Desket e oant ivez, pa ne oa ket ar pep brasañ eus ar merc'hed. Ar merc'hed nemeto e oant a gemere perzh er ''[[symposia]]'', ha selaouet e veze o alioù ha kredennoù gant ar wazed.