Fletcher Christian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Fletcher Christian''' (1764-1793) a oa rener emsavidi al lestr saoz ''the Bounty'' ha diazezer trevadenn Enez Pitcairn. Anv-tiegezh kalz tud eo Christian e Pitca..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Fletcher Christian''' (1764-1793) a oa rener emsavidi al lestr saoz ''[[the Bounty]]'' ha diazezer trevaden[[n Enez Pitcairn]]. Anv-tiegezh kalz tud eo Christian e Pitcairn.
 
Ganet e oa Fletcher Christian e 1764 e Moorland Close, e-tal Cockermouth e [[Cumberland]] e Bro-Saoz. Ar pempvet eus c'hwec'h bugel e oa. E dad Charles a varvas a-raok pevar bloaz Fletcher. E vamm Ann a oa sammet a zle, ma tec'has gant he bugale da [[Enez Vanav]] e-lec'h ma n'hallent ket bezañ tapet. Da 18 vloaz ez eas da vartolod war al lestr ''HMS Eurydice'' a oa o vont da India.
 
En 1789 edo war al lestr Bounty ma kasas an emsavadeg enep ar c'habiten [[William Bligh]]. Gant unnek den e yeas da Dahiti . Dre ma ne faote ket dezhañ bout tapet gant ar [[Royal Navy]] e yeas gant eizh martolod, ha c'hwec'h den a Dahiti, unnek maouez a Dahiti, hag ur babig, da Inizi Pitcairn, ma varvas