Gwregelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh : evit/a-benn
yezh - sklaeraat
Linenn 5:
Ar '''venelouriezh''' pe ar '''wregelouriezh'''<ref>Geriadurioù Vallée, Le Gléau, Al Liamm.{{Daveoù a vank}}</ref> zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar [[merc'h]]ed pe ar [[maouez]]ed diouzh gwaskerezh ar wazed er gevredigezh. Awenet en deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.
Ar ger '''gwregelouriezh''' ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an {{XIXvet}} kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e mennozhioù [[Kantved ar Sklêrijenn]]. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an [[ensavadurioù]], evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù : ar gwir d'anda gaout deskadurezh, gwir d'alda labourlabourat, gwir da verañ o madoù hahag ar gwir mouezhiañda ar maouezedvouezhiañ a oa o goulennoù pennañ e-pad ar prantadmaouezed en amzer-se.
 
Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa oa savet [[Luskad dieubidigezh ar maouezed]] ([[MLF]], da lâret eo Mouvement de libération des femmes) hag ar ''[[Women's Lib]]'', en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se an hini e oa adtemernet meizad ar [[patriarkelezh|batriarkelezh]] , e oa savet hini ar [[seksouriezh]] hag e oa lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn kontrol o c'horf gant ar maouezed ([[diforc'h bugale]], an [[hilastaliñ]]) a oa lakaet er renk kentañ met, gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. Dindan an anv a drede luskad gwregelour e reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990, gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar ''[[gwregelouriezh du|Black Feminism]]''.