Gwregelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh - sklaeraat
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Ar ger '''gwregelouriezh''' ne gemeras e ster a vremañ nemet e fin an {{XIXvet}} kantved, hogen mennozh dieubidigezh ar maouezed a gemer e wrizioù e mennozhioù [[Kantved ar Sklêrijenn]]. Pal pennañ ar c'hentañ luskad benelour a oa adreizhañ an [[ensavadurioù]], evit ma teufe gwazed ha maouezed da vezañ par e-keñver al lezenn ha da gaout ar memes gwirioù : ar gwir da gaout deskadurezh, da labourat, da verañ o madoù hag ar gwir da vouezhiañ a oa goulennoù pennañ ar maouezed en amzer-se.
 
Diwanet zo dielfennadurioù sokiologiezh ha prederouriezh liesseurt diwar luskad ar wregelouriezh. An eil luskad gwregelour, kroget e diwezh ar bloavezhioù 1960 pa oa savet [[Luskad dieubidigezh ar maouezed]] ([[MLF]], (da lâret eo ''Mouvement de libération des femmes''), hag ar ''[[Women's Lib]]'', en deus savet meizadoù da rentañ kont eus perzh dibar an darempred mestroni a ren war ar maouezed. D'ar c'houlz-se an hini e oa adtemernet meizad ar [[patriarkelezh|batriarkelezh]] , e oa savet hini ar [[seksouriezh]] hag e oa lakaet ar pouez war an dachenn brevez evel lec'h pennañ ma rene mestroni ar wazed : an « hiniennel zo politikel ». Ar goulennoù diwar-benn kontrol o c'horf gant ar maouezed ([[diforc'h bugale]], an [[hilastaliñ]]) a oa lakaet er renk kentañ met, gwregelourezed an eil luskad-se a c'halv da gentañ penn da sevel darempredoù sokial nevez etre ar reizhoù. Dindan an anv a drede luskad gwregelour e reer anv eus un hollad goulennoù embannet er bloavezhioù 1990, gant emsaverezed gwregelour deuet eus strolladoù minorel, da-heul ar ''[[gwregelouriezh du|Black Feminism]]''.
 
 
Linenn 20:
* ''[[Mab an Den]] n'emañ ket e-unan, Merc'h an Den zo ivez''.
* ''Ar soudard dianav zo anavezetoc'h evit e wreg.''
 
{{Commons|Category:Feminism}}