Do it yourself : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 2:
'''Do it yourself''' (DIY) zo un doare da sevel, kemmañ pe reizhañ traoù hep bezañ sikouret end eeun gant un den arbenikaet pe a-vicher. Hervez studiadennoù skolveuriek e vez tu displegañ an DIY evel doareoù d'ober "Lec'h ma vez an hiniennoù oc'h implij dafar diaoz pe dost evit produiñ, treuzfurmiñ, pe adsevel objedoù perc'hennet, e-touezh ar re-se ar re tennet eus an natur (gwelet [[landscaping]])". Ar mammennoù o tegas implij an DIY a c'hell bezañ lies. Reoù a zo ekonomikel (marc'had-mat, un objed deuet da vezañ ral-tre, perzhioù fall reoù an industrielezh, ar rediñ da gemmañ), gellout a ra bezañ ivez ur c'hoant da hiniennelat un objed (doare hengounel, kreñvaat an nerzh, identelezh ur gumuniezh, un objed hiniennel da vat).
== Istor ==
An termenadur "do-it-yourself" a oa bet kemmesket gant ar c'huzumerezh adalek 1912 da gentañ e bed an tisaverezh hagha trezalc'h ar savadurioù. Ar frazenn "do it yourself" a zo deuet etrezek ar bed nann micherel e saozneg tro ar bloavezhioù 1950. Deuet eo muioc'h-mui war-raok gant ma oa an dud o kemmañ o tiez drezho o-unan evit an dudi hag an arz, pe evit chom hep dispign.
[[Restr:Movable shelves built on discarded toy vehicle.jpg|thumb|Un estajerenn kendeuzet gant ur c'hoariel evit reiñ an tu d'he fiñval aes.]]
[[Rummad:Gerioù saoznek]]