East India Company : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Gou 2017 da 13:10

An East India Company (EIC), anvet ivez Honourable East India Company (HEIC) pe ar British East India Company ha lesanvet an John Company, a oa un embregerezh eskemm saoz ha goude-se d'ar Rouantelezh-Unanet. Savet e oa bet evit kenderc'hel gant ar c'henwerzh en "East Indies" (su ha reter Azia a-vremañs). En gwirionez darn an eskemmoù marc'hadourezhioù a oa graet gant an iskevandir indiat ha Sina an Qing.

Banniel ar British East India Company e 1801.
Skoed ardamez an East India Company

Hervez ar garta diazezañ d'an embregerezh e oa hini ar "Gouarnour ha kompagnounezh ar varc'hadaourien esu Londrez o eskemm gant reter India". An embregerezh en he barr a oa o labourat evit an hanter eus ar varc'hadourezhioù eskemmet dre ar bed. Ar varc'hadourezhioù a oa lies evel kotoñs, seiz, livadurioù-indez, holen, holen moger, te hag opiom. An embregerezh a oa mestr war penn-kentañ an impalaeriezh trevadennel breizhveuriat en India.

Gant ma oa bet roet lañs ha mestroniet an trevadenniñ en India gant ar British East India Company, kevezerezh a voe savet etre an embregerezh hag ar Stad Saoz.