Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+meneg krec'h pajenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
 
==Herakles==
[[Euristeüs]], roue [[Argolis]], a roas urzh da [[Herakles]] tapout [[Kerberos]] en e vev. Hag an haroz neuze da [[Eleusis]], da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezegvarc'h.
 
An toull da vont er bed-se a gavas neuze e [[Taenarum]], ha skoazell en doe digant [[Atena]] da vont e-barzh da gentañ, digant [[Hermes]] da vont er-maez goude. Gant skoazell [[Hestia]] ez eas hebiou da [[C'haron]]. Dieubiñ a reas [[Teseüs]], met ne deuas ket a-benn da dennañ [[Pirithoos]] ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Hades, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ [[Persefone]] : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Teseüs, ha se zo kaoz ec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.