Telemac'hos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Telemah lukrecia.jpg|thumb|right|300px|Telemac'hos hag Euc'haris gant [[Jacques-Louis David]]]]
 
E mitologiezh [[Henc'hres]] '''Telemac'hos''' (en [[henc'hresianeg]] Τηλέμαχος ''Têlémakhos'', « a en em gann pell », oc'h ober dave d'e dad) a oa mab [[Odisseüs]] ha [[Penelope]]. Unan eus harozed an ''[[OdisseiaOdysseia]]'' hag eus an ''[[Telegoneia]]'' eo.
 
== En ''OdisseiaOdysseia'' ==
An ''[[OdisseiaOdysseia]]'', savet gant [[Homeros]], a grog gant avanturioù Telemac'hos. Ar peder rann gentañ a zanevell e veaj dindan gwarez [[Athena]] da glask kavout keleier diwar-benn e dad [[Odisseüs]] zo aet diwar wel goude [[Brezel Troia]] ha n'en deus ket gwelet biskoazh.
 
Aet eo Odisseüs eus Itaka abaoe ugent vloaz abalamour da [[Brezel Troia|Vrezel Troia]] ha da veñjañs [[Poseidon]]. E-keit an amzer-se e oa bet aloubet e balez gant ur bagad pleustrerien a glask eurediñ gant [[Penelope]] hag a ra o renkoù eno. Telemac'hos a ya da gentañ da welet [[Nestor]] e Pilos ha degemeret mat eo gant an den kozh a gomz dezhañ eus kurioù e dad. Telemac'hos a loc'h goude gant mab Nestor, Pisitratos, betek [[Sparta]] da welet ar roue [[Menelaos]] hag e wreg [[Elena (Troia)|Elena]]. Degemeret eo eno ivez gant holl an enorioù hag an dou bried a zanevell troioù-kaer e dad e [[Troia]].
 
Chom a ra eno e-pad ur miz ha tremen a ra an ''OdisseiaOdysseia'' da avanturioù e dad betek ar c'han XV.
<!--
He visits Eumaeus, the swineherd, who happens to be hosting a disguised Odysseus. After taking his son's measure, and at the urging of Athena, Odysseus reveals his identity to Telemachus, and the two begin plotting the slaughter of the suitors.[7]
Linenn 17:
== En ''Telegoneia'' ==
[[Image:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|right|280px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[Odisseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., [[Mirdi al Louvre]] (CA 7124)]]
An ''[[Telegoneia]]'' zo ur skrid kollet anavezet dre skridoù eus skrivagnerien all. Danevell a ra buhez Odisseüs goude diwezh an ''OdisseiaOdysseia''.
 
Odisseüs zo lazhet gant [[Telegoneia|Telegonos]], ar mab dianav dezhañ en deus bet gant [[Kirke]]. Goude e varv e tegas Telegonos e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia. Deviñ a ra [[Kirke]] korf Odisseüs ha lakaat ar re all da vezañ divarvel. Dimeziñ a ra Telegonos gant Penelope, ha Telemac'hos gant Kirke.