Telemac'hos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Dizober kemmoù 1755650 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Dizober kemmoù 1755652 a-berzh Prieladkozh (kaozeal)
Linenn 1:
[[Restr:Telemah lukrecia.jpg|thumb|right|300px|Telemac'hos hag Euc'haris gant [[Jacques-Louis David]]]]
 
E mitologiezh [[Henc'hres]] '''Telemac'hos''' (en [[henc'hresianeg]] Τηλέμαχος ''Têlémakhos'', « a en em gann pell », oc'h ober dave d'e dad) a oa mab [[OdysseüsOdisseüs]] ha [[Penelope]]. Unan eus harozed an ''[[Odysseia]]'' hag eus an ''[[Telegoneia]]'' eo.
 
== En ''Odysseia'' ==
An ''[[Odysseia]]'', savet gant [[Homeros]], a grog gant avanturioù Telemac'hos. Ar peder rann gentañ a zanevell e veaj dindan gwarez [[Athena]] da glask kavout keleier diwar-benn e dad [[OdysseüsOdisseüs]] zo aet diwar wel goude [[Brezel Troia]] ha n'en deus ket gwelet biskoazh.
 
Aet eo OdysseüsOdisseüs eus Itaka abaoe ugent vloaz abalamour da [[Brezel Troia|Vrezel Troia]] ha da veñjañs [[Poseidon]]. E-keit an amzer-se e oa bet aloubet e balez gant ur bagad pleustrerien a glask eurediñ gant [[Penelope]] hag a ra o renkoù eno. Telemac'hos a ya da gentañ da welet [[Nestor]] e Pilos ha degemeret mat eo gant an den kozh a gomz dezhañ eus kurioù e dad. Telemac'hos a loc'h goude gant mab Nestor, Pisitratos, betek [[Sparta]] da welet ar roue [[Menelaos]] hag e wreg [[Elena (Troia)|Elena]]. Degemeret eo eno ivez gant holl an enorioù hag an dou bried a zanevell troioù-kaer e dad e [[Troia]].
 
Chom a ra eno e-pad ur miz ha tremen a ra an ''Odysseia'' da avanturioù e dad betek ar c'han XV.
 
== En ''Telegoneia'' ==
[[Image:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|right|280px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[OdysseüsOdisseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., [[Mirdi al Louvre]] (CA 7124)]]
An ''[[Telegoneia]]'' zo ur skrid kollet anavezet dre skridoù eus skrivagnerien all. Danevell a ra buhez OdysseüsOdisseüs goude diwezh an ''Odysseia''.
 
OdysseüsOdisseüs zo lazhet gant [[Telegoneia|Telegonos]], ar mab dianav dezhañ en deus bet gant [[Kirke]]. Goude e varv e tegas Telegonos e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia. Deviñ a ra [[Kirke]] korf OdysseüsOdisseüs ha lakaat ar re all da vezañ divarvel. Dimeziñ a ra Telegonos gant Penelope, ha Telemac'hos gant Kirke.
 
== Hengounioù all ==
 
E mammennoù all e lenner e klaske Palamedes lakaat OdysseüsOdisseüs da gemer perzh gant an Akeaned all e [[Brezel Troia]], hag e-giz ma rae van OdysseüsOdisseüs da vezañ diod e lakaas Palamedes ar bugel Telemac'hos dirak an arar a oa OdysseüsOdisseüs oc'h arat gantañ<ref>Hygin. Fab. 95 ; Serv. ad Aen. ii. 81; Tzetz. ad Lycoph. 384; Aelian, V. H. xiii. 12.</ref>. Hervez mammennoù all e engehentas Telemac'hos Perseptolis, gant Polikaste, merc'h [[Nestor]], pe [[Naosikaa]], merc'h [[Alkinoos]]<ref>Eustath. ad Hom. p. 1796; Dict. Cret. vi. 6.</ref>. Re all a lavar e oa poulzet gant Athena da eurediñ [[Kirke]], hag e engehentas [[Latinus]] ganti<ref>Hygin. Fab. 127; comp. TELEGONUS</ref>, pe e timezas gant [[Kassifone]], ur verc'h da Girke, met e-doug un tabut gant e lezvamm en dije diskaret anezhi, hag abalamour da se e vije bet lazhet d'e dro gant Kassiphone<ref>Tzetz. ad Lycoph. 808.</ref>. Diouzh mammennoù all en dije bet ur verc'h anvet Roma, a zimezas gant [[Aeneas]]<ref>Serv. ad Aen. i. 273.</ref>. Un destenn a zanevell e oa kaset pell diouzh Itaka gant OdysseüsOdiseüs abalamour d'un diougan a lâre e oa dañjerus e vab evitañ. Hervez Servius<ref>Ad Aen. x. 167</ref> en dije savet keoded [[Clusium]] en [[Etruria]].
 
==Lennegezh c'hallek==