Brezel Troia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Dre ma oa bet skrapet Helena gant ar priñs [[Paris]] eus [[Troia]] e tisklêrias ar C'hresianed ar brezel d'an Droianed.
 
An ''[[Ilias]]'' a gont kounnar [[AkilleusAc'hilleus]]. Dre ma oa bet kemeret digantañ ur sklavez gant ar roue [[Agamemnon]] e paouezas da gentañ da gemer perzh en emgannoù. Pa voe lazhet e genderv [[Patrokles]] gant [[Hektor]], avat e touas en em veñjiñ hag e lazhas Hektor. Tonket e oa Troia da vezañ trec'het adal neuze.
 
Ul lodenn all eus Brezel Troia a zo danevellet en ''Odysseia''.
Trec'h e voe ar C'hresianed war d[[Troia]] a-drugarez da [[Odysseüs]]. Lakaat a reas sevel ur marc'h bras goullo e prenn ha lezet e voe leun a vrezelourion war an aod, evel ur prof da Boseidon, e-keit ha ma rae van an [[Akeaned]] da zistreiñ d'o bro. An Droianed a lakaas ar mell Marc'h prenn da zont tre e diabarzh mogerioù kêr. Diouzh an noz neuze e voe digoret dorioù kêr gant ar vrezelourion a oa er marc'h prenn, ha distrujet e voe kêr Droia penn-da-benn.
 
[[Restr:Homeric Greece-fr.svg|thumb|500px|Orin harozed an [[Ilias]] hag o zonkad]]